Washington Irving : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Yun (kaozeal | degasadennoù)
infobox
Linenn 1: Linenn 1:
{{Infobox Skrivagner
[[Restr: Irving-Washington-LOC.jpg|thumb|Washington Irving]]
| anv = Washington Irving
| skeudenn = washington irving.jpg
| ment =
| alc'hwez = Dagerreotip eus Washington Irving
| anv mat =
| anv pluenn = Geoffrey Crayon<br />Dietrich Knickerbocker<br />Jonathan Oldstyle
| obererezh = Daneveller, skridarnodour, buhezhskridour
| deiziad ganet = d'an [[3 a viz Ebrel]] [[1783]]
| lec'h ganet = e [[New York]]
| deiziad marv = d'an [[28 a viz Du]] [[1859]]
| lec'h marv = e [[Tarrytown]], [[New York (Stad)|New York]]
| yezh = [[saozneg]]
| luskad =
| rumm =
| enorioù =
| oberennoù pennañ =
| traoù ouzhpenn =
| sinadur = Washington Irving Signature.svg
| ment sinadur =
| lec'hienn =
}}
'''Washington Irving''' ([[3 a viz Ebrel]] [[1783]] e [[New York]] - [[28 a viz Du]] [[1859]] e [[Tarrytown]], [[New York (Stad)|New York]]) a oa ur skrivagner [[SUA|stadunanat]].
'''Washington Irving''' ([[3 a viz Ebrel]] [[1783]] e [[New York]] - [[28 a viz Du]] [[1859]] e [[Tarrytown]], [[New York (Stad)|New York]]) a oa ur skrivagner [[SUA|stadunanat]].



Stumm eus an 11 Kzu 2014 da 04:58

Washington Irving
Washington Irving
Dagerreotip eus Washington Irving
Anv pluenn Geoffrey Crayon
Dietrich Knickerbocker
Jonathan Oldstyle
Obererezh Daneveller, skridarnodour, buhezhskridour
Ganedigezh d'an 3 a viz Ebrel 1783
e New York
Marv d'an 28 a viz Du 1859
e Tarrytown, New York
Yezh skrivañ saozneg

Sinadur

Washington Irving (3 a viz Ebrel 1783 e New York - 28 a viz Du 1859 e Tarrytown, New York) a oa ur skrivagner stadunanat.

Mab da genwerzhourien e oa ha studioù gwir a reas a-raok mont da alvokad. Meur a wech e veajas da Europa ; bevañ a reas en Izelvroioù, e Londrez, e Pariz, e Spagn. Kannadour ar Stadoù Unanet e Spagn e voe etre 1842 ha 1846.

Kregiñ a reas da skrivañ e 1802, pa gasas pennadoù d’ar gazetenn Morning Chronicle, sinet gant an anv-pluenn Jonathan Oldstyle. Brud a dapas goude pa voe embannet The Sketch Book of Geoffrey Crayon, Gent, e 1819-1820. Derc’hel a reas da skrivañ ha da embann a-hed e vuhez hag echuiñ a reas skrivañ buhez George Washington, e pemp levrenn, un nebeud mizioù a-raok e varv, d’an oad a 76 vloaz. Gant e skridoù flemmus diwar-benn ar vuhez en Europa hag er Stadoù Unanet, ouzhpenn buhezskridoù tud anavezet evel Mohammed pe Kristol Goulm, e voe ar skrivagner stadunanat kentañ o tapout brud dre ar bed a-bezh. Broudañ a reas skrivagnerien all eus ar Stadoù Unanet da genderc’hel da skrivañ, evel Nathaniel Hawthorne, Herman Melville, Henry Wadsworth Longfellow pe Edgar Allan Poe. Anavezout a reas skrivagnerien eus Europa, evel Walter Scott, Lord Byron, Thomas Campbell, Francis Jeffrey ha Charles Dickens. Dickens a reas Irving anaoudegezh gantañ pan eas d'ober e veaj da SUA, ha goude en em weljont ivez e Londrez. Klask a reas Irving ober eus ar skrivañ ur gwir vicher ha goulenn a reas ma vije lezennoù strishoc’h da wareziñ gwirioù ar skrivagnerien, evel ma c'houlenne ivez e vignon Dickens.

Un nebeud oberennoù

  • A History of New York, from the Beginning of the World to the End of the Dutch Dynasty (1809)
  • The Sketch Book of Geoffrey Crayon (1819/1820)
  • The Legend of Sleepy Hollow (1820)
  • Bracebridge Hall (1822)
  • Tales of a Traveller (1824)
  • The Conquest of Granada (1829)

Liamm diavaez