Nestor : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 42: | Linenn 42: | ||
[[rummad:Herakles]] |
[[rummad:Herakles]] |
||
[[rummad:Odysseia]] |
[[rummad:Odysseia]] |
||
[[Rummad:Kostezenn an Akeaned e Brezel Troia]] |
|||
[[be:Нестар]] |
[[be:Нестар]] |
Stumm eus an 27 Eos 2011 da 23:52
E mitologiezh Henc'hres, Nestor (en henc'hresianeg Νέστωρ Néstôr) a oa mab yaouankañ Neleus, roue Pylos, ha C'hloris. Anavezet eo dreist-holl evit e roll e Brezel Troia hag en avanturioù Herkules
E Yaouankiz
Lazhet e oa holl e vreudeur gant Herakles hag an hini nemetañ e oa a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e Gerenia, e Messenia, pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het esaeañ laerezh Oc'hen Gerion, ambrouget gant Herakles, a oa graet gant Neleus ha e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez dezhañ gant an haroz hag en dije graet anezhañ roue Messenia.
Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet refuzet gant tad Nestor. Heracles a lazhas neuze Neleus hag e vibien, en o zouez Alastor met pas Nestor.
Apollon a roas dezhañ an donezon da vevañ keit ha tri rummad tud. Lazhet en doa an doue e eontred hag e voerebed a-berzh mamm, an Niobide, hag evit dasprenn ar muntr e profas da Nestor an niver a vloavezhioù buhez en doa tennet digant e gerent.
E gurioù
Deuet da vezañ roue en em gannas meur a wezh gant brezelourien Pilos a-enep an Epeianed, a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost e oa dezhañ lazhañ mibien Molione na voent savetaet nemet dre youl Poseidon. Diskaret en dije ar ramz Ereutalion ivez, e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ouzhpenn e-touez an harozed a gemeras perzh e chase pemoc'h-gouez Kalidon, en emgann al Lapited a-enep an Dud-kezeg hag a-wezhioù en ergerzhadeg an Argonaoted.
Brezel Troia
Dezhañ eo e c'houlenn Menelaos e ali goude skrapadenn Elena Troia, ha Nestor a ambroug anezhañ en Henc'hres a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e Brezel Troia. En Ilias, e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an Ilias e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat Akilles hag Agamemnon d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz. Nestor a zo unan eus an nebeut Akeaned a zistroas d'ar gêr diboan.
En Odisseia e teu mab Odisseüs, Telemac'hos, da welet anezhañ da gaout alioù evit kavout keleier eus e dad.
Tiegezh Nestor
Hervez ar mammennoù e vefe pried Anaksabia pe Euridike . Meur a vab en deus bet — Antiloc'hos, Trasimedes, Stratic'hos, Perseus, Aretos, Ec'hefron ha Peisistratos. Kemer a ra perzh an daou gentañ e Brezel Troia gantañ. Div verc'h en deus ivez, Peisidike ha Polikaste. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an Ilias, e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Akilles goude Patrokles, a saveteas e vuhez pa oa taget gant Memnon.
Mammennoù
- Apollodoros, Biblioteke (I, 8, 3 ; I, 9, 9). lenn enlinenn
- Homeros, Ilias (passim) lenn enlinenn , Odisseia (III, 157 ha goude). lenn enlinenn
- Hyginus, Fablennoù (XCVII). lenn enlinenn
- Ovidius, Metamorphoses (VIII, 313 ; XII, 169 ; XIII, 63-64). lenn enlinenn
- Quintus Smyrnæus, Heuliad Homeros (III, 516). lenn enlinenn
- Nostoi lenn enlinenn
- Strabon, Geografiezh (VIII, 3, 1 ; VIII, 13, 19). lenn enlinenn