John Constable : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm Tikedenn : Disc’hraet |
|||
Linenn 2: | Linenn 2: | ||
'''John Constable''' ([[saozneg]] [[Rouantelezh-Unanet|R-U]] : {{LFE|/ˈkʌnstəbəl/}} ; [[East Bergholt]], [[Suffolk]], {{deiziad|11|Mezheven|1776}} – [[London]], {{deiziad|31|Meurzh|1837}}) a oa ul [[livouriezh|livour]] [[Bro-Saoz|saoz]] eus luskad ar [[Romantelezh]]. |

||
Brud a c'hounezas gant e daolenn ''Dedham Vale'' ("Saonenn Dedham", [[1802]]), a reveulzias an doare da lakaat dremmvroioù war al lien<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.vam.ac.uk/articles/john-constable-an-introduction |title=''John Constable – an introduction'', Victoria and Albert Museum|accessdate=28 Gwe 2023}}</ref>. |
Brud a c'hounezas gant e daolenn ''Dedham Vale'' ("Saonenn Dedham", [[1802]]), a reveulzias an doare da lakaat dremmvroioù war al lien<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.vam.ac.uk/articles/john-constable-an-introduction |title=''John Constable – an introduction'', Victoria and Albert Museum|accessdate=28 Gwe 2023}}</ref>. E-touez e oberennoù brudetañ emañ ''Wivenhoe Park'' ([[1816]]), ''The Hay Wain'' ("Ar c'harrad foenn", [[1821]]) ha ''The Vale of Dedham '' ([[1828]]). |
||
E [[Bro-C'hall]] muioc'h eget e [[Breizh-Veur]] e voe deuet-dreist e labour, ken e voe levezon bennañ [[arz]]ourien an ''[[École de Barbizon]]'' adalek ar [[bloavezhioù 1820]]. |
E [[Bro-C'hall]] muioc'h eget e [[Breizh-Veur]] e voe deuet-dreist e labour, ken e voe levezon bennañ [[arz]]ourien an ''[[École de Barbizon]]'' adalek ar [[bloavezhioù 1820]]. |
||
Linenn 9: | Linenn 9: | ||
E kêriadenn East Bergoholt e traoñienn ar [[stêr]] [[Stour (Suffolk)|Stour]] e voe ganet John Constable, eil mab Golding Constable, marc'hadour [[gwinizh]], hag e bried Ann Watts. Pinvidik e oa an tiegezh, pa berc'henne div [[milin|vilin]] hag ur vag da gas [[ed]]où adalek [[aber]] ar Stour betek London. |

E [[1783]], pa oa oadet a seizh vloaz, e voe kaset J. Constable d'ur skol-lojañ e [[Lavenham]] er gwalarn da East Bergholt, ma ne chomas nemet e-pad berr amzer kent bezañ kaset d'ur skol-diavaezidi e [[Dedham ( |
E [[1783]], pa oa oadet a seizh vloaz, e voe kaset J. Constable d'ur skol-lojañ e [[Lavenham]] er gwalarn da East Bergholt, ma ne chomas nemet e-pad berr amzer kent bezañ kaset d'ur skol-diavaezidi e [[Dedham (Essex)|Dedham]] ([[Essex]]) nepell diouzh ti e dud<ref>{{en}} Holmes, C. J. ''Constable''. London : At the Sign of the Unicorn, 1901, {{cite web|url=https://en.wikisource.org/wiki/Constable/Introduction |title=p. ix|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>. |
||
Goude echuet e studi e labouras gant e dad a oa mennet d'e lakaat e penn an embregerezh, met Abram, breur yaouankoc'h John, eo a voe rener ar milinoù<ref name="P15">Delphi Classics, ''op. cit.'' p. 15.</ref>. |

Linenn 23: | Linenn 23: | ||
Er bloaz [[1802]] e nac'has ar garg a vestr war an tresañ er ''Great Marlow Military College'' e [[Buckinghamshire]]<ref>Ar ''Royal Military College'' e [[Sandhurst]], [[Berkshire]], hiziv.</ref>, peogwir e kave gwell mont da weledvaour a-vicher<ref>Thorne, ''op. cit.'', p. 96.</ref>. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet e oberennoù war ziskouez er ''Royal Academy''. E miz Ebrel ar bloaz-se end-eeun, [[1803]], e savas e bourzh ''Coutts'', ul lestr-kenwerzh d'an ''East India Company'' hag a skoe war-du [[Sina]]<ref>Delphi Classics, ''op. cit.'' p. 429.</ref>. |

[[Restr:ConstableSelfPortrait.png|thumb|upright|Emboltred (1806)]] |
[[Restr:ConstableSelfPortrait.png|thumb|upright|Emboltred (1806)]] |
||
Ur wezh ma voe distro da Vreizh-Veur ec'h eas J. Constable e [[1806]] da redek bro e-pad daou viz e [[Lake District]], e gwalarn Bro-Saoz. Goude-se en em voazas da chom e |
Ur wezh ma voe distro da Vreizh-Veur ec'h eas J. Constable e [[1806]] da redek bro e-pad daou viz e [[Lake District]], e gwalarn Bro-Saoz. Goude-se en em voazas da chom e Londrez er goañv ha da vont en hañv da East Bergholt evit livañ. |
||
E [[1811]] ec'h eas da welet John Fisher, [[diagon|arc'hdiagon]] [[Salisbury (Bro-Saoz)|Salisbury]], [[Wiltshire]], e mervent ar vro. Ker skoet e voe e galon gant an iliz-veur ha gweledvaoù an trowardroioù ma voe pouezus o levezon war e daolennoù kaerañ. |

Diwar ziouer |
Diwar ziouer a arc'hant e troas war-du ar poltrediñ, a gave borodus ; meur a boltred brav a voe sinet gantañ avat. Klask a eure livañ skeudennoù relijiel ivez, hogen dic'houest en em gavas<ref name="JW">Walker, ''op. cit.''</ref>. Moneiz a c'hounezas dre livañ tiez war ar maez : e [[1816]], ar major-jeneral Francis Slater Rebow a c'houlennas digantañ poltrediñ e hini e korn-bro [[Colchester]], ''Wivenhoe Park''<ref>Reynomds, p. 86.</ref>. |
||
Linenn 33: | Linenn 33: | ||
===''Six-Footers''=== |
===''Six-Footers''=== |
||
[[Restr:John Constable (1776-1837) - Maria Bicknell, Mrs John Constable - N02655 - National Gallery.jpg|thumb|upright|''Maria Bicknell, Mrs John Constable'' (1816)]] |
[[Restr:John Constable (1776-1837) - Maria Bicknell, Mrs John Constable - N02655 - National Gallery.jpg|thumb|upright|''Maria Bicknell, Mrs John Constable'' (1816)]] |
||
A-drugarez d'an arc'hant gounezet evel-se e c'hallas dimeziñ e 1816, d'e 40 vloaz, gant ur garantez a vugeliezh anvet Maria Elizabeth Bicknell ([[1787]]-1828). Koulz tu John ha hini Elizabeth a savas enep an dimez-se, evit abegoù arc'hantel pergen ha dre ma ne fizient ket er vicher |
A-drugarez d'an arc'hant gounezet evel-se e c'hallas dimeziñ e 1816, d'e 40 vloaz, gant ur garantez a vugeliezh anvet Maria Elizabeth Bicknell ([[1787]]-1828). Koulz tu John ha hini Elizabeth a savas enep an dimez-se, evit abegoù arc'hantel pergen ha dre ma ne fizient ket er vicher livour ; goude marv e dud en devoe John 1/5 eus peadra e diegezh da hêrezh. E Su Bro-Saoz e reas an dud nevez o beaj priedelezh ; gant gwel ar [[mor]] e voe broudet an arzour da bleustriñ war deknikoù nevez : livioù flamm ha taolioù barr-livañ bividik, ha da glask livañ meurded an natur — an oabl hag ar mor, evel ma weler en daolenn ''Osmington Bay'' (1816)<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.clarkart.edu/artpiece/detail/osmington-bay |title=''Osmington Bay'' @ The Clark Museum|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>. |
||
E 1816 ivez e livas John Constable, war-eeun war ar maez, e daolenn vras — 1,016 x 1,270 [[metr|m]] — kentañ, ''Flatford Mill (Scene on a Navigable River)''<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.tate.org.uk/art/artworks/constable-flatford-mill-scene-on-a-navigable-river-n01273 |title=Tate|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref> ; biskoazh n'en devoa livet ker bras un oberenn dindan an amzer, ha biken ne reas unan vrasoc'h er-maez penn-da-benn. Mennet e oa da labourat war brasoc'h c'hoazh ur skeul, evit tostaat da zoare ar Vistri en devoa studiet. Ne voe ket gwerzhet ''Flatford Mill'' pa voe diskouezet er ''Royal Academy'' e [[1817]], met meulet e voe daoust d'he ment (pe an abeg dezhi), pezh a gadarnaas mennad an arzour. |

Linenn 39: | Linenn 39: | ||
Bevañ-bevaik diwar e labour a reas J. Constable betek ar bloaz [[1819]]), pa werzhas e daolenn vras kentañ, ''The White Horse'' (1,314 x 1,883 m), d'an arc'hdiagon J. Fisher. Ar wezh kentañ e oa en e vuhez ma voe frank an arc'hant gant an arzour. |

Pouezus-kenañ e voe ''The White Horse'' e red-micher J. Constable peogwir e voe degemeret da geneil ar ''Royal Academy'' a-drugarez d'an oberenn-se, a voe an hini gentañ en ur stirad c'hwec'h a voe lesanvet ''Six-Footers'' peogwir e oa c'hwec'h [[troatad]] o hirder (war-dro 1,83 m) ; ken talvoudus e oa e |
Pouezus-kenañ e voe ''The White Horse'' e red-micher J. Constable peogwir e voe degemeret da geneil ar ''Royal Academy'' a-drugarez d'an oberenn-se, a voe an hini gentañ en ur stirad c'hwec'h a voe lesanvet ''Six-Footers'' peogwir e oa c'hwec'h [[troatad]] o hirder (war-dro 1,83 m) ; ken talvoudus e oa e daolenn d'an arzour m'he adprenas digant J. Fisher e [[1829]], evit priz 1819, p'en em gavas hennezh sammet a zle ; gant al livour e chomas e oberenn betek e dremenvan<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.sothebys.com/en/articles/immortalised-landscape-of-constable-country |title=''Immortalised Landscape of Constable Country'' @ Sotheby's|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>. |
||
Ar stêr Stour eo dodenn ar ''Six-Footers'' ; e [[1820]] e voe an eil, ''Stratford Mill'', heuliet gant ''The Hay Wain'' ([[1821]] – 1,302 x 1,854 m), ''View on the Stour near Dedham'' ([[1822]] – 1,295 x 1,880 m), ''The Lock'' ([[1824]] – 1,422 x 1,200 m]) ha ''The Leaping Horse'' ([[1825]] – 1,359 x 1,803 m). Skoazellet e voe J. Constable gant ment dibar e daolennoù evit dastum brud-vat e diskouezadegoù ar ''Royal Academy''<ref>Parris & al., ''op. cit.'' pp. 193-194</ref>, ha dre-se e voe goulennet taolennoù digantañ, evel ''Malvern Hall'' e 1821, a oa bet ar c'hentañ gweledva en devoa livet dindan an amzer, e [[1809]]. |

Linenn 53: | Linenn 53: | ||
</gallery> |
</gallery> |
||
===Diwezh=== |
===Diwezh=== |
||
Duet e voe berzh mat al livour pa grogas e wreg da ziskouez arouezioù an [[Torzhellegezh|dorzhellegezh]], ar pezh a lakaas an tiegezh da zilojañ e [[1824]] d'ar Su, |
Duet e voe berzh mat al livour pa grogas e wreg da ziskouez arouezioù an [[Torzhellegezh|dorzhellegezh]], ar pezh a lakaas an tiegezh da zilojañ e [[1824]] d'ar Su, da v-[[Brighton]] ([[East Sussex]]), evit klask an [[aer]] vor<ref>Reynolds, ''op. cit.'', p. 18</ref>. Gant ar c'hemm-se e paouezas J. Constable da livañ trowardroioù ar Stour, met kenderc'hel a eure gant ''Six-Footers'', evel ''Chain Pier, Brighton'' ([[1826]]-[[1827|27]] – 1,270 x 1,829 m)<ref>{{en}} {{cite web|url=https://www.tate.org.uk/art/artworks/constable-chain-pier-brighton-n05957 |title=Tate|accessdate=29 Gwe 2023}}</ref>. |
||
Ne werzhas an arzour nemet 20 taolenn e Bro-Saoz en e vuhez, padal e werzhas muioc'h e Bro-C'hall en ur ober un nebeud bloaziadoù ; koulskoude e nac'he kuitaat Breizh-Veur da vrudañ e labour : « gwell eo din bezañ paour e Bro-Saoz eget bezañ pinvidik en estrenvro », a skrivas<ref name="JW" />. E 1825 avat e kollas ar marc'had gall goude ur broc'h gant John Arrowsmith, e werzher eno. |

Goude ganedigezh o seizhvet bugel e miz Genver 1828 e tistroas an tiegezh da |
Goude ganedigezh o seizhvet bugel e miz Genver 1828 e tistroas an tiegezh da Londrez, ma varvas Maria Elizabeth Bicknell Constable d'an [[23 a viz Du]], oadet a 41 bloaz. Adalek an deiz-se e chomas J. Constable gwisket e du, hag a-hed an nemorant eus e vuhez e reas war-dro e vugale. |
||
Berr amzer kent tremenvan M. E. Bicknell he devoa bet 20 000 [[lur sterling|£]] da hêrezh goude marv he zad ; foeltret e voe ar sammad gant an intañv, pa lakaas engravañ 40 skeudenn eus e daolennoù, en teknik anvet "[[doare du]]". Ne voe ket kavet trawalc'h a brenerien d'an engravadurioù avat ; ur c'hwitadenn e voe<ref>Mayor, ''op. cit.'' pp.455-460.</ref> |

E miz C'hwevrer 1829 e voe dilennet J. Constable er ''Royal Academy'', d'an oad a 52 vloaz. Ne oa ket pareet diouzh koll e bried : glac'har hag anken al livour a santer en e bennoberennoù bras-divent diwezhañ, evel ''Hadleigh Castle'' (1829) tost da aber ar stêr [[Tavoez |
E miz C'hwevrer 1829 e voe dilennet J. Constable er ''Royal Academy'', d'an oad a 52 vloaz. Ne oa ket pareet diouzh koll e bried : glac'har hag anken al livour a santer en e bennoberennoù bras-divent diwezhañ, evel ''Hadleigh Castle'' (1829) tost da aber ar stêr [[Tavoez]] ha ''Salisbury Cathedral from the Meadows'' (1831). Er bloaz diwezhañ-mañ e voe anvet da bennsekretour ar ''Royal Academy''. |
||
Linenn 68: | Linenn 68: | ||
Constable Salisbury meadows.jpg|''Salisbury Cathedral from the Meadows'' (1831) |
Constable Salisbury meadows.jpg|''Salisbury Cathedral from the Meadows'' (1831) |
||
</gallery> |
</gallery> |
||
D'ar mare-se e krogas da zistagañ prezegennoù er ''[[Royal Institution of Great Britain]]'', un aozadur bet savet e 1799 evit broudañ ar c'helenn [[skiantoù]] hag o lakaat da dalvezout er vuhez pemdez, a-zivout Istor al livañ dremmvroioù ; eno e |
D'ar mare-se e krogas da zistagañ prezegennoù er ''[[Royal Institution of Great Britain]]'', un aozadur bet savet e 1799 evit broudañ ar c'helenn [[skiantoù]] hag o lakaat da dalvezout er vuhez pemdez, a-zivout Istor al livañ dremmvroioù ; eno e tisplegas e soñj : koulz skiantel ha [[barzhoniezh|barzhoniel]] eo livañ gweledvaoù, ne c'hall ket ijin an den aozañ pezhioù arzel a ve par d'an natur, hag n'eus deuet emzeskad ebet a-benn da vout ul livour brudet. |
||
D'an 31 a viz Meurzh 1837 e varvas John Constable e-kerzh an noz, diwar un taol-[[kalon]] evit doare. Beziet e voe e bered iliz ''St John-at-Hampstead'' e London. |
D'an 31 a viz Meurzh 1837 e varvas John Constable e-kerzh an noz, diwar un taol-[[kalon]] evit doare. Beziet e voe e bered iliz ''St John-at-Hampstead'' e London. |
Stumm eus an 13 Her 2023 da 13:30
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Breizh-Veur, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | John Constable |
Anv-bihan | John |
Anv-familh | Constable |
Deiziad ganedigezh | 11 Mez 1776 |
Lec'h ganedigezh | East Bergholt |
Deiziad ar marv | 31 Meu 1837 |
Lec'h ar marv | Charlotte Street, Londrez |
Lec'h douaridigezh | St John-at-Hampstead |
Tad | Golding Constable |
Mamm | Ann Watts |
Pried | Maria Bicknell |
Bugel | Charles Golding Constable, Lionel Bicknell Constable, Isabel Constable |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour, landscape painter, architectural draftsperson, visual artist, arzour |
Implijer | Skol-veur Cambridge |
Bet war ar studi e | Royal Academy of Arts, figure drawing |
Lec'h labour | Londrez, Dedham, Hampton, Lavenham |
Oberenn heverk | Salisbury Cathedral from the Meadows, Salisbury Cathedral from the Bishop's Grounds, Dedham Lock and Mill |
Luskad | realism, Romantelezh |
Ezel eus | Royal Academy of Arts |
Darvoud-alc'hwez | claim for restitution of an artwork |
Prizioù resevet | Royal Academician |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
John Constable (saozneg R-U : /ˈkʌnstəbəl/ ; East Bergholt, Suffolk, 11 a viz Mezheven 1776 – London, 31 a viz Meurzh 1837) a oa ul livour saoz eus luskad ar Romantelezh.
Brud a c'hounezas gant e daolenn Dedham Vale ("Saonenn Dedham", 1802), a reveulzias an doare da lakaat dremmvroioù war al lien[1]. E-touez e oberennoù brudetañ emañ Wivenhoe Park (1816), The Hay Wain ("Ar c'harrad foenn", 1821) ha The Vale of Dedham (1828).
E Bro-C'hall muioc'h eget e Breizh-Veur e voe deuet-dreist e labour, ken e voe levezon bennañ arzourien an École de Barbizon adalek ar bloavezhioù 1820.
Buhez
E kêriadenn East Bergoholt e traoñienn ar stêr Stour e voe ganet John Constable, eil mab Golding Constable, marc'hadour gwinizh, hag e bried Ann Watts. Pinvidik e oa an tiegezh, pa berc'henne div vilin hag ur vag da gas edoù adalek aber ar Stour betek London.
E 1783, pa oa oadet a seizh vloaz, e voe kaset J. Constable d'ur skol-lojañ e Lavenham er gwalarn da East Bergholt, ma ne chomas nemet e-pad berr amzer kent bezañ kaset d'ur skol-diavaezidi e Dedham (Essex) nepell diouzh ti e dud[2].
Goude echuet e studi e labouras gant e dad a oa mennet d'e lakaat e penn an embregerezh, met Abram, breur yaouankoc'h John, eo a voe rener ar milinoù[3].
D'ar mare-se e oa boas J. Constable da bourmen en e gorn-bro evit tresañ gweledvaoù. Tro en devoe da gejañ en Essex ouzh Sir George Beaumont, ul livour, un dastumer hag ur buruteller oberennoù arzel hag a lezas ar paotr yaouank da studiañ e zastumad taolennoù diwar zorn Mistri Gozh. Fromet-bras e voe Constable pa welas an oberenn Paysage avec Hagar et l'Ange gant Claude Lorrain (~1600-1682), bet livet e 1654[3].
-
Paysage avec Hagar et l'Ange, C. Lorrain (1682)
Diwezhatoc'h e kejas ouzh al livour J. Th. Smith (1766-1833), e vroudas da genderc'hel gant al livouriezh hogen e zialias da vont da livour a-vicher e-lec'h adkemer embregerezh e dad. E 1799, daoust d'an ali-se, J. Constable a gendrec'has e dad d'e lezel da vont da arzour, hag ar marc'hadour a zeroas ur yalc'hadig d'e vab oadet a 22 vloaz.
Bloaz goude, e 1800, ec'h eas J. Constable da London da studiañ er Royal Academy Schools[4] m'en devoe kentelioù war an tresañ korf an den ha war an diskejadur ; eilañ oberennoù gant ar Vistri Gozh a raed ivez. Eno e voe levezonet gant labourioù Annibale Carracci (1560-1609), Pieter Pauwel Rubens (1577-1640), Jacob van Ruisdael (1628/1629-1642), Thomas Gainsborough (1727-1788) ha Claude Lorrain c'hoazh.
Er bloaz 1802 e nac'has ar garg a vestr war an tresañ er Great Marlow Military College e Buckinghamshire[5], peogwir e kave gwell mont da weledvaour a-vicher[6]. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet e oberennoù war ziskouez er Royal Academy. E miz Ebrel ar bloaz-se end-eeun, 1803, e savas e bourzh Coutts, ul lestr-kenwerzh d'an East India Company hag a skoe war-du Sina[7].
Ur wezh ma voe distro da Vreizh-Veur ec'h eas J. Constable e 1806 da redek bro e-pad daou viz e Lake District, e gwalarn Bro-Saoz. Goude-se en em voazas da chom e Londrez er goañv ha da vont en hañv da East Bergholt evit livañ.
E 1811 ec'h eas da welet John Fisher, arc'hdiagon Salisbury, Wiltshire, e mervent ar vro. Ker skoet e voe e galon gant an iliz-veur ha gweledvaoù an trowardroioù ma voe pouezus o levezon war e daolennoù kaerañ.
Diwar ziouer a arc'hant e troas war-du ar poltrediñ, a gave borodus ; meur a boltred brav a voe sinet gantañ avat. Klask a eure livañ skeudennoù relijiel ivez, hogen dic'houest en em gavas[8]. Moneiz a c'hounezas dre livañ tiez war ar maez : e 1816, ar major-jeneral Francis Slater Rebow a c'houlennas digantañ poltrediñ e hini e korn-bro Colchester, Wivenhoe Park[9].
Six-Footers
A-drugarez d'an arc'hant gounezet evel-se e c'hallas dimeziñ e 1816, d'e 40 vloaz, gant ur garantez a vugeliezh anvet Maria Elizabeth Bicknell (1787-1828). Koulz tu John ha hini Elizabeth a savas enep an dimez-se, evit abegoù arc'hantel pergen ha dre ma ne fizient ket er vicher livour ; goude marv e dud en devoe John 1/5 eus peadra e diegezh da hêrezh. E Su Bro-Saoz e reas an dud nevez o beaj priedelezh ; gant gwel ar mor e voe broudet an arzour da bleustriñ war deknikoù nevez : livioù flamm ha taolioù barr-livañ bividik, ha da glask livañ meurded an natur — an oabl hag ar mor, evel ma weler en daolenn Osmington Bay (1816)[10].
E 1816 ivez e livas John Constable, war-eeun war ar maez, e daolenn vras — 1,016 x 1,270 m — kentañ, Flatford Mill (Scene on a Navigable River)[11] ; biskoazh n'en devoa livet ker bras un oberenn dindan an amzer, ha biken ne reas unan vrasoc'h er-maez penn-da-benn. Mennet e oa da labourat war brasoc'h c'hoazh ur skeul, evit tostaat da zoare ar Vistri en devoa studiet. Ne voe ket gwerzhet Flatford Mill pa voe diskouezet er Royal Academy e 1817, met meulet e voe daoust d'he ment (pe an abeg dezhi), pezh a gadarnaas mennad an arzour.
Bevañ-bevaik diwar e labour a reas J. Constable betek ar bloaz 1819), pa werzhas e daolenn vras kentañ, The White Horse (1,314 x 1,883 m), d'an arc'hdiagon J. Fisher. Ar wezh kentañ e oa en e vuhez ma voe frank an arc'hant gant an arzour.
Pouezus-kenañ e voe The White Horse e red-micher J. Constable peogwir e voe degemeret da geneil ar Royal Academy a-drugarez d'an oberenn-se, a voe an hini gentañ en ur stirad c'hwec'h a voe lesanvet Six-Footers peogwir e oa c'hwec'h troatad o hirder (war-dro 1,83 m) ; ken talvoudus e oa e daolenn d'an arzour m'he adprenas digant J. Fisher e 1829, evit priz 1819, p'en em gavas hennezh sammet a zle ; gant al livour e chomas e oberenn betek e dremenvan[12].
Ar stêr Stour eo dodenn ar Six-Footers ; e 1820 e voe an eil, Stratford Mill, heuliet gant The Hay Wain (1821 – 1,302 x 1,854 m), View on the Stour near Dedham (1822 – 1,295 x 1,880 m), The Lock (1824 – 1,422 x 1,200 m]) ha The Leaping Horse (1825 – 1,359 x 1,803 m). Skoazellet e voe J. Constable gant ment dibar e daolennoù evit dastum brud-vat e diskouezadegoù ar Royal Academy[13], ha dre-se e voe goulennet taolennoù digantañ, evel Malvern Hall e 1821, a oa bet ar c'hentañ gweledva en devoa livet dindan an amzer, e 1809.
-
The White Horse (1819)
-
Stratford Mill (1820)
-
The Hay Wain (1821)
-
View on the Stour near Dedham (1822)
-
The Lock (1824)
-
The Leaping Horse (1825)
Diwezh
Duet e voe berzh mat al livour pa grogas e wreg da ziskouez arouezioù an dorzhellegezh, ar pezh a lakaas an tiegezh da zilojañ e 1824 d'ar Su, da v-Brighton (East Sussex), evit klask an aer vor[14]. Gant ar c'hemm-se e paouezas J. Constable da livañ trowardroioù ar Stour, met kenderc'hel a eure gant Six-Footers, evel Chain Pier, Brighton (1826-27 – 1,270 x 1,829 m)[15].
Ne werzhas an arzour nemet 20 taolenn e Bro-Saoz en e vuhez, padal e werzhas muioc'h e Bro-C'hall en ur ober un nebeud bloaziadoù ; koulskoude e nac'he kuitaat Breizh-Veur da vrudañ e labour : « gwell eo din bezañ paour e Bro-Saoz eget bezañ pinvidik en estrenvro », a skrivas[8]. E 1825 avat e kollas ar marc'had gall goude ur broc'h gant John Arrowsmith, e werzher eno.
Goude ganedigezh o seizhvet bugel e miz Genver 1828 e tistroas an tiegezh da Londrez, ma varvas Maria Elizabeth Bicknell Constable d'an 23 a viz Du, oadet a 41 bloaz. Adalek an deiz-se e chomas J. Constable gwisket e du, hag a-hed an nemorant eus e vuhez e reas war-dro e vugale.
Berr amzer kent tremenvan M. E. Bicknell he devoa bet 20 000 £ da hêrezh goude marv he zad ; foeltret e voe ar sammad gant an intañv, pa lakaas engravañ 40 skeudenn eus e daolennoù, en teknik anvet "doare du". Ne voe ket kavet trawalc'h a brenerien d'an engravadurioù avat ; ur c'hwitadenn e voe[16]
E miz C'hwevrer 1829 e voe dilennet J. Constable er Royal Academy, d'an oad a 52 vloaz. Ne oa ket pareet diouzh koll e bried : glac'har hag anken al livour a santer en e bennoberennoù bras-divent diwezhañ, evel Hadleigh Castle (1829) tost da aber ar stêr Tavoez ha Salisbury Cathedral from the Meadows (1831). Er bloaz diwezhañ-mañ e voe anvet da bennsekretour ar Royal Academy.
-
Hadleigh Castle (1829)
-
Salisbury Cathedral from the Meadows (1831)
D'ar mare-se e krogas da zistagañ prezegennoù er Royal Institution of Great Britain, un aozadur bet savet e 1799 evit broudañ ar c'helenn skiantoù hag o lakaat da dalvezout er vuhez pemdez, a-zivout Istor al livañ dremmvroioù ; eno e tisplegas e soñj : koulz skiantel ha barzhoniel eo livañ gweledvaoù, ne c'hall ket ijin an den aozañ pezhioù arzel a ve par d'an natur, hag n'eus deuet emzeskad ebet a-benn da vout ul livour brudet.
D'an 31 a viz Meurzh 1837 e varvas John Constable e-kerzh an noz, diwar un taol-kalon evit doare. Beziet e voe e bered iliz St John-at-Hampstead e London.
Levrlennadur
- (en) Delphi Classics. Constable (levrel). Dastumad Masters of Art, levrel #17. Kavet : 29 Gwe 2023.
- (en) Mayor, Alpheus Hyatt. Prints & People: A Social History of Printed Pictures. Princeton : Princeton University Press, 1980 (ISBN 978-0-691-00326-9)
- (en) Parkinson, Ronald. John Constable: The Man and His Art. Birmingham : University of Birmingham Press, 1999 (ISBN 978-1-85177-243-8)
- (en) Parris, Leslie & Fleming-Williams, Ian & Shields, Conal. Constable: Paintings, Watercolours & Drawings. London : Tate Gallery, 1976 (ISBN 978-0-905005-15-7)
- (en) Reynolds, Graham. Constable's England. New York : Metropolitan Museum of Art, 1983 (ISBN 978-0-87099-335-0)
- (en) Thorne, John E. John Constable's Skies: A Fusion of Art and Science. London : Victoria and Albert Museum, 1998 (ISBN 978-1-902459-02-8)
- (en) Walker, John. John Constable. London : Thames and Hudson Ltd, 1979 (ISBN 978-0-500-09133-3)
Liammoù diavaez
- (en) 'Constable's Great Landscapes: The Six-Foot Paintings, National Gallery of Art. Kavet : 29 Gwe 2023.
Notennoù
- ↑ (en) 'John Constable – an introduction, Victoria and Albert Museum. Kavet : 28 Gwe 2023.
- ↑ (en) Holmes, C. J. Constable. London : At the Sign of the Unicorn, 1901, p. ix. Kavet : 29 Gwe 2023.
- ↑ 3,0 ha3,1 Delphi Classics, op. cit. p. 15.
- ↑ (en) 'Royal Academy'. Kavet : 29 Gwe 2023.
- ↑ Ar Royal Military College e Sandhurst, Berkshire, hiziv.
- ↑ Thorne, op. cit., p. 96.
- ↑ Delphi Classics, op. cit. p. 429.
- ↑ 8,0 ha8,1 Walker, op. cit.
- ↑ Reynomds, p. 86.
- ↑ (en) 'Osmington Bay @ The Clark Museum. Kavet : 29 Gwe 2023.
- ↑ (en) Tate. Kavet : 29 Gwe 2023.
- ↑ (en) 'Immortalised Landscape of Constable Country @ Sotheby's. Kavet : 29 Gwe 2023.
- ↑ Parris & al., op. cit. pp. 193-194
- ↑ Reynolds, op. cit., p. 18
- ↑ (en) Tate. Kavet : 29 Gwe 2023.
- ↑ Mayor, op. cit. pp.455-460.