Mont d’an endalc’had

Clermont-Ferrand

Eus Wikipedia
Clermont-Ferrand
Gwel eus kêr gant ar Puèi de Doma, ur menez-tan, er pelloù.
Gwel eus kêr gant ar Puèi de Doma, ur menez-tan, er pelloù.
Ardamezioù
Anv okitanek Clarmont (d'Auvèrnhe/d'Auvèrnha)
Anv gallek (ofisiel) Clermont-Ferrand
Bro Arvern
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Auvergne-Rhône-Alpes
Departamant Puy-de-Dôme (prefeti)
Arondisamant Clermont-Ferrand (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h nav c'hanton
Kod kumun 63113
Kod post 63000, 63100
Maer
Amzer gefridi
Olivier Bianchi
2014-2026
Etrekumuniezh Clermont Communauté
Lec'hienn web www.clermont-ferrand.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 147 284 ann. (2020)[1]
Stankter 3 452 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45°46′59″N 3°4′56″E
Uhelderioù kreiz-kêr : 358 m
bihanañ 321 m — brasañ 602 m
Gorread 42,67 km²

Clermont-Ferrand (e galleg) pe Clarmont (d'Auvèrnhe/d'Auvèrnha) (en okitaneg) eo kêr-benn Bro-Arvern koulz ha hini ar rannvro a zo bet anezhi betek adreizhadur tiriadel Bro C'hall e 2015. Prefeti departamant ar Puy-de-Dôme eo ivez.

142 600 a dud a oa o chom enni e 2016[2], met poblet kenañ eo an tolpad kêrioù gant 482 000 a dud.

Lec'h diazez Clermont en em gav etre divrec'h ar stêr Tiretaine.

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nemossos (Strabon, IV, 2, 3)
  • Augoustonemeton (Ptolemaios, II, 7, 12)
  • (A)ogusto(ne)meto (CIL, XIII, 5209)
  • Aug. Nemeto (Tabula Peutingeriana)
  • Civitas Arvern(orum) (CIL, XVII, 341; maen-bonn milia pasuum 244/249)
  • Arumbernos = Arvernos (Not. Gall.)
  • Arvernus Municipiolus; Urbs Arverna; Arvernum Oppidum (Sidonius Apollinaris; EP. III, 1; III, 12; VI, 12;VII, 15)
  • Arvernus ; Civitas Arverna (Gregor Teurgn)
  • Nemossos = lec'h sakr
  • Augustonemetum = lec'h sakr dindan anv an impalaer (Aogust)
  • Arvern- = diouzh anv ar bobl

En glazur, e groaz leun en gul e c'houremm en aour, ur vlourdilizenn ivez en aour ouzh pep konk.

  • Clermont a zo bet taget meur a wech gant Wizigoted Akitania etre 470 ha 475. Mes, difennet mat gant Sidonius Apollinaris, prefed koz kêr Roma, e c'hellas chom dieub anezo.
  • Er bloaz 475, en despet da se, impalaer ar C'hornog, Flavius Julius Nepos, e roas Clermont ha bro Arvern d'ar roue wizigoth Eurig, evit adkabout bro Brovañs. Sidonius Apollinaris e gomzas eus un emglev mezus.
  • Victorius e oa laket e penn ar vro, evit kont Eurig, titl dug gantañ.
  • Goude emgann Vouillé, digouezh a reas Clermont dindan gallout ar Vranked.
  • Er bloaz 1630 e oa bet unvanet kêrioù Clairmont diouzh un tu, ha Montferrand diouzh an tu all, da vont d'ober "Clairmont-Ferrand".

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Emañ sez an embregerezh Michelin e Clermont-Ferrand.

Emdroadur ar boblañs 1793-2011

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Françoise Prévot, Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VI. Province ecclésiatique de Bourges (Aquitania Prima), De Boccard, 1989.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]