Christina Mirabilis
Christina Mirabilis | |
---|---|
Kartenn-bediñ, 1892 | |
Ganedigezh | c. 1150 Brustem Kontelezh Loon Priñselezh Liège |
Marv | 24 a viz Gouere 1224 Sint-Truiden Kontelezh Loon Priñselezh Liège |
Santelezhadur | Hini ofisiel ebet |
Azeulet e | Limburg |
Paeroniezh | Milinerien Nammidi bredel |
Gouel | 24 a viz Gouere |
Christina Mirabiis (c. 1150 - 24 a viz Gouere 1224) a oa ur gevrinadez kristen bet ganet e Brustem, nepell diouzh Sint-Truiden e Kontelezh Loon, Priñselezh Liège (en Izelvroioù hiziv).
Da santez e voe lakaet en he bro e-kerzh he buhez, hag enoret e voe e-pad kantvedoù goude he marv evel m'en diskouez ar meneg anezhi e Legenda aurea Jacobus de Voragine (c. 1230-1298), e deiziadur Fasti Mariani e 1630[1] hag el levr Lives of the Saints gant Alban Butler, embannet e 1756-59[2].
Brudet e voe adalek 1171, pa oa 21 bloaz, abalamour ma savas a-ziwar he arched e-kerzh he oferenn gañv en iliz Sint-Truiden. D'an oad a 74 vloaz e varvas da vat ha da viken.
E miz Gouere 1924 e prezegas an islamoniour Louis Massignon (1883-1962) e Belgia a-zivout Christina Mirabilis.
Hiziv c'hoazh e vez sellet a-dost ouzh deskrivadurioù ar burzhudoù a lakaer war he anv, hag ouzh he feiz iskis.
Biskoazh n'eo bet santelezhet gant an Iliz katolik roman.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trede merc'h un tiegezh kouerien gristen e oa Christina ; pa voe emzivadez da 15 vloaz ez eas da vaesaerez.
Nebeut goude he 20vet bloaz e kouezhas e droukfell : yudal a reas ha kouezhañ war al leur ma chomas reut, he daoulagad disgwennet hag aet he anaoudegezh diganti, kent krenañ en ur zantañ he zeod ; goude-se e tistegnas he c'horf hag e teuas eon ouzh he divuzell. Ker spouronus e voe ar barrad ma kredas d'an dud e oa marv ar vaouez yaouank.
Obidoù a voe aozet, lakaet an hini varv war ziskouez en he arched en iliz-parrez evel ma oa ar c'hiz, ha lidet an oferenn gañv. E-kerzh kan an Agnus Dei avat e savas Christina a-ziwar he arched hag e pignas betek bolz an iliz ; pa voe gourc'hemennet dezhi gant ar beleg diskenn e sentas hag e leurias war an aoter, ma tisklêrias bout bet en ifern, er purgator hag er baradoz ma oa bet urzhiet dezhi distreiñ d'an Douar da bediñ evit eneoù ar purgator[3].
Adal neuze e c'hoarvezas darvoudennoù iskis an iskisañ en he buhez, a voe dastumet gant an doueoniour Thomas de Cantimpré (1201-1272)[4] diwar danevelloù testoù ha gant ar c'hardinal Jacques de Vitry (1160-1240), en devoa kejet meur a wech ouzh Christina. Diskouez a reas honnezh soñjoù abafus koulz ha barregezhioù dibar.
Ne oa ket evit gouzañv c'hwezh an dud all abalamour ma c'helle santout o fec'hedoù, emezi, setu e pigne er gwez ha war savadurioù pe e kuzhe en armili ha fornioù evit mirout a gejañ outo ; dibradañ zoken a rae a-wechoù. En dienez duañ e tibabas bevañ, zoken hervez arouezioù-barn an XIIIvet kantved, pa gouske war reier, gwisket e truilhoù, o c'houlenn an aluzen hag o tebriñ forzh petra a c'helle tapout. Gouest e oa d'en em ruilhal en tan hep bout devet an disterañ, d'en em vac'hañ e fornioù gor ma yude e-pad eurvezhioù gant ar boan kent mont er-maez dibistig, da chom devezhioù-pad er goañv e dourioù sklas ar Meuse en ur bediñ da c'houlenn trugarez an doue ha d'en em deurel en ur wazh-dour dindan elvennoù ur vilin o treiñ hep na vije bloñset he c'horf pe torret he eskern ; kalz amzer a dremene e bezioù ivez, ha chas a rede war he lerc'h d'he dantañ. Diskouez goursavioù a rae alies, ma lavare ambroug eneoù an dud nevez-marvet betek ar purgator, ha reoù ar purgator d'ar baradoz.
Liesdoare e voe soñjoù an dud diwar he fenn, pa grede da lod e oa anezhi ur santez dibabet gant Doue hag a ziskoueze dre he oberoù hag he foanioù ar pezh a c'houzañve an eneoù er purgator ; lod all a lavaras e oa-hi satanazet, pa soñje da lod all c'hoazh e oa ur sodez anezhi ha mat pell zo.
Goude marv ar gevrinadez e tisklêrias priolez kouent Santa Katarina e sente Christina ouzh kement urzh a veze roet dezhi daoust d'he oberoù ha komzoù dreistordinal.
Tremen tri c'hantved diwezhatoc'h e skrivas ar c'hardinal Roberto Bellarmino (1542-1621) e c'helled fiziout e testeni Thomas de Cantimpré, pa oa un den sirius anezhañ ha peogwir e oa bet kadarnaet an darvoudoù gant Jacques de Vitry. A-glev hag a-wel d'an dud e komze hag e rae Christina. An holl o deus he gwelet o chom en tan hep bout devet hag o vout gloazet hep na chomje he goulioù warni pelloc'h eget ur pennadig.
E 1224, d'an oad a 74 vloaz, e varvas Christina Mirabilis e Sint-Truiden.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abred en he buhez e voe santelezhet Christina gant tud he farrez. Anzavet e voe he santelezh gant meur a eskob er XVIIvet kantved hag en XVIIIvet kantved, a erbedas ma vije miret he relegoù. Biskoazh avat ne voe anavezet en un doare ofisiel gant ar Vatikan, daoust d'an azeul a vez gouestlet dezhi e proviñs Limbrug.
Goulennet e vez diganti erbediñ evit ar vilinerien hag an dud nammet o spered ; pelloc'h e voe astennet an azeul d'ar micherioù a ra war-dro kleñvedoù ar spered.
Arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Christna the Astonishing eo anv ur ganaouenn gant ar strollad sonerezh rock aostralian Nick Cave and the Bad Seeds en e seizhvet albom, Henry's Dream (1992)
- Anv un dastumad barzhoneggoù gant ar Saozez Jane Draycott (*1954) ha Lesley Saunders eo ivez[5].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BUTLER, Alban (1756-1759) : Lives of the Saints, HarperSanFrancisco, 1991 (ISBN 978-0-06-069299-5) • Lenn en-linenn
- (en) CANTIMPRÉ, Thomas de : Bonum universale de apibus, Routledge, 2006 (ISBN 978-0-415-96944-4) • (la) Lenn en-linenn
- (en) SCHAUS, Margaret C. : Women and Gender in Medieval Europe – An Encyclopedia, Routledge, 2006 (ISBN 978-0-415-96944-4)
- Ur film a voe graet e 2017 gant ar stadunanad James Ristas.<ref>(en) Inernet Movie Database
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de) (la) BSB-MDZ, linenn3
- ↑ Butler, op. cit.
- ↑ (en) Catholic Saints
- ↑ T. de Cantimpré, op.cit.
- ↑ * (en) Two Rivers Press, 1998 (ISBN 978-1-901677-07-2)