Mont d’an endalc’had

Chris Kyle

Eus Wikipedia
Chris Kyle
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
LealdedStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChris Kyle Kemmañ
Anv ganedigezhChristopher Scott Kyle Kemmañ
Anv-bihanChris, Christopher, Scott Kemmañ
Anv-familhKyle Kemmañ
MoranvThe Devil of Ramadi Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Ebr 1974 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOdessa Kemmañ
Deiziad ar marv2 C'hwe 2013 Kemmañ
Lec'h ar marvErath County Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhTexas State Cemetery Kemmañ
TadWayne Kyle Kemmañ
MammDeby Kyle Kemmañ
Breur pe c'hoarJeff Kyle Kemmañ
PriedTaya Kyle Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetEnglish and Welsh, saozneg Kemmañ
MicherUnited States Navy SEALs, autobiographer, Sniper, den a aferioù Kemmañ
Bet war ar studi eTarleton State University Kemmañ
Deroù ar prantad labour1999 Kemmañ
Grad milourelChief Petty Officer Kemmañ
Brezel2003 invasion of Iraq Kemmañ
Skour luUnited States Navy Kemmañ
Prizioù resevetBronze Star Medal, Purple Heart, Silver Star Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Christopher Scott Kyle, anvet boas Chris Kyle, ganet d'an 8 a viz Ebrel 1974 en Odessa (Texas) ha marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 2013 e kontelezh Erath (Texas), a oa un ofiser stadunanat, ezel eus an Navy SEALs. Brudet eo evit bezañ ar sniper dezhañ an niver uhelañ a dud lazhet e istor ar Stadoù-Unanet.

Mab ur c'helenner hag un diagon e oa Chris Kyle. Kas a reas e vugaleaj en Texas, e-lec'h ma teskas chaseal ha tennañ gant e fuzuilh .30-06 kentañ, bet profet dezhañ pa oa 8 vloaz[1]. Rollañ a reas en US Navy e 1998 evit bezañ ezel eus an Navy SEALs. Eno e tiskouezas bezañ ampart war an tennañ a-bell ha dont a reas da vezañ sniper. Adalek 2003 e voe kaset peder gwech da gemer perzh er brezel en Irak, e-lec'h ma lazhas 160[2][3] pe 255 den[4][5], ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ ar sniper dezhañ ar brasañ niver a lazhadennoù e istor arme ar Stadoù-Unanet. E 2008 e lazhas da ouzhpenn 1 900 metr un enebour irakat gant ur fuzuilh-resisted kambret e .338 Lapua Magnum[1]. Eno e voe lesanvet Al-Shaitan Ramadi (Diaoul Ramadi) gant Irakiz, a brofas arc'hant da neb a vije bet gouest da lazhañ anezhañ. Gant e genseurted eus an Navy SEALs e voe lesanvet The Legend (Ar Vojenn)[5].

E 2009 e kuitaas an arme. Lazhet e voe d'an 2 a viz C'hwevrer 2013 e stand tennañ Rough Creek Lodge (Texas) gant Eddie Ray Routh, un ez-soudard a oa paket gant strafuilhoù spered stag ouzh e vicher gozh. Kyle a glaske sikour soudarded all da vont dreist o foanioù dre ar sportoù tennañ[3].

Sell ouzh e vicher ha plas er gevredigezh stadunanat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e eñvorennoù en doa embannet e oa «gouez» e enebourien ha n'en doa ket bet tamm keuz o vezañ lazhet tud[1], memes pa oa ur vamm he merc'h ganti etre he divrec'h. Gwelet e vez evel un haroz gant Stadunaniz zo, en desped d'an niver a dud lazhet gantañ. Kemeret en doa perzh e Stars Earn Stripes (2012), un abadenn tele-gwirvoud e-lec'h ma veze enbarzhet tud vrudet en un endro brezel faos. Un 850 000 skouerenn bennak eus e emvuhezskrid American Sniper a oa bet gwerzhet er Stadoù-Unanet bloaz goude e embannadur kentañ e 2012[3].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • American Sniper (en), e emvuhezskrid, bet embannet e 2012 ;
  • Ar film American Sniper, sevenet e 2014 gant Clint Eastwood, zo diazezet war vuhez Chris Kyle ;
  • Er bannoù-treset L'Homme qui tua Chris Kyle (fr) (gant Fabien Nury ha Brüno) e klasker kompren perak e oa bet lazhet Chris Kyle gant Eddie Ray Routh, ha perak e vez gwelet Kyle evel un haroz, en ur vont donoc'h war plas an armoù-tan er Stadoù-Unanet ha pouez ar virourien eno.
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) BUISO Gary, Meet the big shot, war lec'hienn an New York Post, 01/01/2012 (lennet d'an 22/07/2024)
  2. Anavezet en ur mod ofisiel gant an arme.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (fr) Chris Kyle, meilleur sniper de l'armée américaine, war L'Effet Papillon, Canal+, 13/02/2015 (gwelet d'an 22/07/2024)
  4. Sifr embannet gant Chris Kyle e-unan.
  5. 5,0 ha5,1 (en) ZENNIE Michael, 255 confirmed kills: Meet Navy SEAL Chris Kyle... the deadliest sniper in US history, war lec'hienn an Daily Mail, 03/01/2012 (lennet d'an 22/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan