Mont d’an endalc’had

Cawrdaf

Eus Wikipedia

Unan eus mibien Caradoc Freichfras, roue Gwent, e oa Cawrdaf. Goude marv e dad e voe roet dezhañ an darn eus e rouantelezh lec'hiet etre ar stêrioù Hafren ha Gwy. Ffereg e oa anvet e riez, daoust ma voe anavezet ivez diwezhatoc'h dindan anv Rhwng Gwy ag Hafren.

Hervez an hengoun e oa unan eus "tri ofiser Preden" hag unan eus alierien Arzhur. Netra ne anavezer diwar-benn e ren met un niver bras a ilizoù en doa savet ha meneget e vez gwechoù 'zo evel ur sant, a vefe e ouel d'ar 5 a viz Du.



En e raok:
Caradoc Freichfras
Roue Ffereg
thum)

war-dro 495
War e lerc'h:
Caw