Mont d’an endalc’had

Capua

Eus Wikipedia
Capua
kumun italian
Anv annezidicapuani Kemmañ
StadItalia Kemmañ
Kêr-benn eusTerra di Lavoro Kemmañ
Kêr-bennCapua Kemmañ
E tiriadproviñs Caserta Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
War riblVolturno Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°6′20″N 14°12′50″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter41°8′28″N 14°19′10″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh41°8′58″N 14°17′44″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su41°5′20″N 14°13′55″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg41°6′33″N 14°7′22″E Kemmañ
Devezh-gouelpatronal festival Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Capoue, Siege of Capua, Siege of Capua, Siege of Capua Kemmañ
Kod-post81043 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.comune.capua.ce.it/ Kemmañ
Sant paeronStefan, Santez Agata Kemmañ
Seismic classification2 Kemmañ
Kod pellgomz an takad0823 Kemmañ
Kod plakenn varilhCE Kemmañ
Map

Capua zo ur gumun en Italia e proviñs Caserta e Campania. Da 17 463 a dud e save ar boblañs enni d'an 31 a viz Eost 2022[1].

Emañ Capua e Douar al Labour (Terra di Lavoro), ma voe kêr-benn da vare priñselezh Capua ha da vare aloubadeg Napoleon Iañ, war ur vrec'h d'ar stêr Volturno, e-harz ar menez Tifata m'emañ ar frazione Sant'Angelo in Formis.

Treuzet eo ar gumun gant ar via Appia hag an hent-houarn Napoli-Caserta-Cassino.

Dont a ra an anv Capua eus an anv oskek Kapu, pe eus an anv etruskek Capeva, a dalv kement ha kêr ar paludoù. Hiriv e komzer eus Capua gozh, a vije bet savet en IXvet kantved kent JK, el lec'h m'emañ Santa Maria Capua Vetere hiziv, a oa ar Vulturnum etrusk er Vvet kantved kent JK, hag a oa o c'hreñvlec'h da aloubiñ Campania, ar vro tro-war-dro.

Hervez Cato an Henañ e vije bet savet gant an Etrusked un 260 vloaz a-raok ma voe savet kêr Roma. Da neuze ne vije ket kaoz gantañ eus ar bloaz ma voe kemeret e-kerzh an Eil brezel punek (211 kent JK) met eus ar bloaz ma voe staget ouzh Roma e 338 kent JK, ha savet e vije bet war-dro 600 kent JK, pa oa galloud an Etrusked en e greñvañ. Meur a annezlec'h "Villanovian", eus ar ragistor, zo bet kavet er c'hornad ha kresket e voent moarvat gant an Osked hag an Etrusked war o lerc'h.

Diskaret e voe galloud an Etrusked e Campania pa voe aloubet gant ar Samned en eil hanterenn ar Vvet kantved a-raok JK.

War-dro 424 kent JK e voe kemeret gant ar Samned hag e 343 e voe goulennet skoazell digant ar Romaned a-enep an alouberien.

En IXvet kantved e voe distrujet Capua gant ar Sarrazined, ma yeas ar boblañs war-du Casilinum, kêr orin Capua a hiziv.