Mont d’an endalc’had

Cambes-en-Plaine

Eus Wikipedia
Ur pennad Cambes zo ivez.


Cambes-en-Plaine
Iliz katolik Sant Varzhin
Iliz katolik Sant Varzhin
Bro Normandi
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Caen
Kanton Creully
Kod kumun 14125
Kod post 14740
Maer
Amzer gefridi
Mickaël Bertrand
2014-2020
Etrekumuniezh Caen la Mer
Lec'hienn web Cambes-en-Plaine
Poblañsouriezh
Poblañs 1 717 ann. (2020)[1]
Stankter 465 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°14′0″N 0°23′1″W
Uhelderioù kreiz-kêr : 55 m
bihanañ 43 m — brasañ 82 m
Gorread 3,69 km²

Cambes-en-Plaine a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil brezel-bed:

  • lazhet e voe daou zen nann-soudard gant an Alamaned e Cambes d'ar 7 a viz Even 1944 e-pad an Dilestradeg[2];
  • klask a reas ar Vreizhveurizh kemer Caen d'ar 7 a viz Even met rankout a rejont kilañ dirak Cambes abalamour d'ar 1 Batailhon eus an SS-Panzergrenadierregiment 25 (12. SS Panzer-Division Hitlerjugend). D'an 9 a viz Even eo tro Iwerzhoniz Eilvet Batalhon The Royal Ulster Rifles da dagañ gant skoazell an tankoù. Dont a rejont a-venn da dapet ur c'hoadig en norzh d'ar gumun, met pilet e voent gant ar c'hanolioù alaman. Aozet e voe fozelloù gant an Alamaned hag an talbenn a chomas er memes lec'h betek an 8 a viz Gouhere pa voe dieubet Cambes da vat e-doug an Oberadenn Charwood lañset a-benn dieubiñ Caen[3].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An ti-kêr, XVI vet kantved hag e blasenn.
  • Ar c'houldri, XVIIvet ha XVIIIvet kantved.
  • Iliz katolik Sant Varzhin, XIvet ha XIVvet kantved[4].
  • Monumant ar 59th Staffordshire Division hag ar 3rd British Infantry Division gant ur blakenn da Eilvet Batalhon The Royal Ulster Rifles (3rd British Infantry Division)[3].
  • Maen-sonn soudarded Eilvet Batalhon The Royal Ulster Rifles hag a zieubas Cambes d'an 9 a viz Even 1944 ha da holl soudarded eus ar batalhon bet marvet e Normandi etre ar 6 a viz Even hag ar 16 a viz Gwenholon 1944[3].

Bered ar C'hommonwealth: Cambes en Plaine War Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 224 (unan anezhe chomet dianv)
Hollad 224

Digoret e voe ar vered e penn kentañ miz Gouere 1944 p'edo ar Re Gevredet o klask tapout Caen dre ar c'hreisteiz e-pad Emgann Normandi e-pad an Eil brezel-bed. An darn vrasañ anezhe a oa soudarded er rejimantoù South Staffordshire ha North Staffordshire [3] [5] [6].

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savadur ar veajourion en ti-gar, serret abaoe 1950

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun[7]
Mare Anv Strollad Karg
2008 → bremañ Mickaël Bertrand Digostezenn
2001 2008 Paulette Levy
1965 2001 Charles Decaen
1961 1965 Alexandre Docaigne
1956 1961 Maurice Vorniere
1944 1956 Ernest Degremont
1931 1944 Maurice Vorniere
1908 1931 Joseph Lecornu
1904 1908 Paul Lemarinier
1900 1904 Léon Lemarinier
1881 1900 Urbain Vimard
1870 1881 Conte de Fournes
1840 1870 Vigor Lecoq
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Ar c'huzul-kêr a zo 12 ezel ennañ, ar maer ha 4 eilmaer en o zouez[8]. Ar gumun a ya d'ober perzh er gumuniezh tolpad-kêrioù Caen abaoe ma oa bet krouet honnezh d'an 23 a viz Du 1990. 18 kumun a oa d'ar mare-se en aozadur[9].

Emdroadur ar boblañs 1793-2012

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1793 1800 1806 1821 1831 1836 1841 1846 1851
234 311 325 280 273 305 317 302 321
1856 1861 1866 1872 1876 1881 1886 1891 1896
316 301 320 286 310 282 280 221 213
1901 1906 1911 1921 1926 1931 1936 1946 1954
219 194 192 255 240 229 240 240 269
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2004 2006 2009 2012
301 332 309 792 972 1493 1538 1522 1404 1417

(Mammennoù: ldh/EHESS/Cassini betek 2004[10] hag INSEE abaoe 2006[11])

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Normandie 44 - la Mémoire
  4. Clochers de France
  5. In Memories
  6. Commonwealth War Graves Commission
  7. Roll maered ar gumun, war lec'hienn Cambes-en-Plaine
  8. skipailh an ti-kêr, war lec'hienn ar gumun.
  9. istor Caen la Mer, war ec'hienn ar gumun Fleury-sur-Orne.
  10. ldh/EHESS/Cassini, poblañs betek 2004.
  11. 2006 2009 2012, poblañs abaoe 2006.