Caer Mincip
Neuz
| Caer Mincip Rouantelezh Caer Mincip | ||||
| ||||
| Kêr-benn | Dianav | |||
| Yezh(où) | Predeneg | |||
| Gouarnamant | Monarkiezh | |||
| Istor | ||||
| - Pa oa aet kuit ar Romaned | 410 | |||
| - aloubet gant Rouantelezh Essex | VIvet kantved | |||
Caer Mincip eo an anv a roer d'ur rouantelezh vrezhon vartezeüs a oa en-dro da Verulamium (Sant Alban hiziv an deiz). Nebeut a roudoù eus bezañs ar Saozon a gaver er vro-se kent ar VIvet kantved. An-dra-se a c'hell lakaat an den da soñjal e oa padet un dachennad vrezhon er c'horn-bro-se. N'ouzer ket resis pegoulz e voe kemeret gant ar Saozon met un darn eus rouantelezh Essex e oa e 600 kazi-sur rak pa fellas da Sant Aogustin mont war-du Londrez e rankas goulenn an aotre digant he roue.


Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia