Browning M1906
Browning M1906 | |
---|---|
Pistolenn bersonel Browning M1906 ar jeneral suis Henry Guisan (1874-1960) | |
Kinnig | |
Bro | Belgia |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un ober |
Munisionoù | .25 ACP |
Produer | FN Herstal |
Mare produiñ | 1906 - 1959 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 367 g |
Hirder | 114 mm |
Hirder ar c'hanol | 53 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger fiñv 6 kartouchenn |
Kopiennoù | Colt M1908 Vest Pocket |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Browning M1906, anvet a-wechoù FN M1906 pe FN M1905 er Stadoù-Unanet abalamour da vloavezh he breved, zo ur bistolenn damaotomatek ijinet e 1905 gant John Browning ha produet etre 1906 ha 1959 gant an embregerezh beljiat FN Herstal. Evel armoù-dorn bihan all kambret e 6,35 mm eo bet poblek-tre e hanterenn gentañ an XXvet kantved e Frañs hag er broioù industrializet evel arm emzifenn bihan, aes da lakaat en ur sac'h-dorn pe ur chupenn, ha dre ma c'halle forzh piv prenañ un arm-dorn dezhañ ur c'halibr izeloc'h evit ar 7,65 mm (gant aotre an archerien pe ar polis) e Bro-C'hall a-raok lezennoù 1939.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arm bihan eo an M1906, 114 mm e hirder hollek. Kambret eo evit ar munision .25 ACP ijinet eviti. Izel eo endalc'h e garger (6 kartouchenn). Un nevezinti e-keñver an armoù-dorn produet betek-neuze e oa he sistem surentez tripl a-raok gellet tennañ : ul loc'henn surentez, ur bouton da vontañ ouzh kein an dornikez, hag an tennañ dibosubl hep karger ebet[1]. Ar Colt M1908 Vest Pocket zo kopienn an M1906 evit ar marc'had stadunanat. Ar Baby Browning produet gant an FN Herstal adalek 1931 zo awenet a galz gant an M1906.
En Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 16 a viz Meurzh 1914 e voe implijet un M1906 gant Henriette Caillaux evit lazhañ Gaston Calmette, rener Le Figaro. Abalamour d'he ment eo bet implijet kalz gant ar boliserien a felle dezhe implijout dafar diskred ha skañv, pe gant emsavadegoù rezistañs da vare an Eil Brezel-bed[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Fabrique Nationale Model 1905 FN Semi automatic pistol war NRA Museums (lennet d'ar 14/07/2024)
- ↑ (fr) D'ANDURAIN Julie, Le 6,35 de la "Comta" : une arme de femme, symbole de la Résistance, e Les Français et les armes à feu [...], Maisonneuve & Larose, 2018, pp. 87-102