6,35 mm Browning
| 6,35 mm Browning | |
|---|---|
Ur gartouchenn 6,35 mm Browning | |
| Doare | |
| Kalibr | .25 / 6,35 mm |
| Doare douilhez | damvourled |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 6,38 mm |
| Ø trogleuziñ | 6,17 mm |
| Ø kolier | 7 mm |
| Ø korf an douilhez | 7,1 mm |
| Ø strad | 7,7 mm |
| Tevder ar strad | 1,1 mm |
| Hirder an douilhez | 15,6 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 23,1 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 1 da 4 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 230 da 530 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 1.700 bar |
| Energiezh ar vannadell | 85 da 200 J |
| Emors | SP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 6,35 Browning, e anv metrek 6,35 × 16 mm SR, anavezet ivez dindan an anvioù .25 ACP pe .25 Auto, zo ur munision ijinet e 1903 gant ar Stadunanad John M. Browning evit ar pistolennoù damaotomatek bihan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deveret eo ar 6,35 Browning eus ar c'hartouchennoù kozh evel ar .25 Stevens hag ar 6,35 Pickerts. Pal ar c'halibr-mañ e oa bezañ ken galloudus hag unan .32 Smith & Wesson ha ken bihan hag unan .22 LR. John Browning en doa choazet e vije skoet ar munision e-kreiz ha n'eo ket war e dro, ar pezh a zo gwelloc'h evit adkargañ an armoù damaotomatek pe aotomatek.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Izeloc'h eo energiezh ur vannadell 6,35 Browning evit unan .22 Long Rifle, ha brasoc'h eo he zreuzkiz. Izeloc'h eo neuze he galloud-herzel.
Poblek e oa ar munision-mañ e penn-kentañ an XXvet kantved evit an dud a glaske ober gant pistolennoù bihan : polis, ofiserien, siviled stadunanat o doa c'hoant da gaout un arm er gêr d'en em zifenn. Ar bistolenn Browning M1906, a implije ar munision-mañ, a oa deuet da vezañ poblek peogwir e c'halle bezañ renket pe kuzhet en ur c'hodell.
E fin an Eil Brezel-bed en doa ar .25 ACP kollet tachenn dirak ar munision 7,65 Court (.32 ACP) a oa marc'hadmatoc'h. Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu diouzh ar c'hiz en-dro, hag armoù kambret e 6,35 Browning a vez kinniget bremañ gant ar merkoù CZ pe Beretta.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo ar munision er ganaouenn anarkour gallek Cayenne savet gant Aristide Bruant e deroù an XXvet kantved[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) "Moi qui étais son mec et pas une peau de vache, / Moi qui dans ma jeunesse pris des principes d'apache, / 'sortis mon 6.35, et d'une balle en plein cœur / Je l'étendis raide mort et fus serré sur l'heure !..."