Brezhoneger
Ur brezhoneger zo un den hag a gomz brezhoneg. N'eus ket a enklaskoù war implij ar brezhoneg gant ar vrezhonegerien met meur a seurt brezhonegerien zo, ha gallout a reer gwelout 6 seurt anezho.
C'hwec'h seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h seurt brezhonegerien a c'haller gwelout:
- ar re a ra gant ar brezhoneg a-hed an deiz, en o ziegezh, en o labour, hag ivez e-pad an amzer tremenet e-maez o ziegezh hag o labour: ral eo deuet da vezañ an dud a c'hall tremen hep ar galleg bemdez,
- ar re a ra gant ar brezhoneg a-hed an deiz, en o ziegezh hag en o labour, met ret dezho mont e galleg en o darempredoù diavaez: un tammig niverusoc'h,
- ar re a ra gant ar brezhoneg en o ziegezh,
- pe tud dimezet d'ur brezhoneger all hag a gomz brezhoneg ouzh o bugale,
- pe bugale hag a gomz brezhoneg ouzh o zud hag ouzh o breudeur ha c'hoarezed,
- bugale zo hag a gomz brezhoneg ouzh o zud, hag a gomz galleg kenetrezo en tiegezh,
- ar re a ra gant ar brezhoneg en o labour hepken, hag a gomz galleg er gêr ouzh o fried hag ouzh o bugale
- en o zouez tud ha n'ouzont ket a-walc'h da gomz er gêr, a gav dezhe da vihanañ, kelennerien brezhoneg zoken, ha ne fell ket dezhe lakaat ar yezh a gelennont en o buhez,
- ar vrezhonegerien ha n'o devez ket tro da gomz brezhoneg nag en o ziegezh nag en o labour, ha ne gomzont ket alies:
- en o zouez tud-kozh ha ne gavont ket brezhonegerien en-dro dezho,
- tud yaouank o deus desket ar yezh ha n'implijont ket anezhi
- an dud lakaet da vrezhonegerien (gant ar re all)
- ha ne fell ket dezho ober gant ar yezh: studierien zo, kelennerien zo, dre abegoù personel, dre ideologiezh a-wechoù;
- ha n'int ket gouest da ober gant ar yezh, diaes ober brezhonegerien anezho neuze.
Gallegerien eo tost an holl vrezhonegerien hiziv eta, ha kalz anezho a ra muioc'h gant ar galleg eget gant ar brezhoneg. Betek-hen n'eus ket a studioù war implij ar brezhoneg gant ar vrezhonegerien evel n'eus ket ivez war niver a vugale savet e brezhoneg gant o zud.
Kevredigezh vrezhonek kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e oa ar barrez diazez ar gevredigezh vrezhonek. Brezhoneg a oa en iliz evit un darn (latin a oa ivez), hag e-barzh buhez ar gouerien. Bras pe vrasoc'h e oa lec'h ar brezhoneg er festoù, filajoù, festoù-noz pe gourenadegoù, hag er predoù bras hag euredoù.
Kevredigezh vrezhonek nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da get eo aet ar brezhoneg en ilizoù hag e tost an holl davarnioù. Bodet eo ar vrezhonegerien en-dro d'ar skolioù divyezhek muioc'h, met an niver bihanañ e vezont atav.
Festoù-noz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er festoù-noz avat, hervez ar vro, e klever ar yezh, goude ma vez diaes a-wechoù goulenn ur banne e brezhoneg. Peurvuiañ e vez gallek ar skritelloù avat, betek er festoù-noz ma klever kanerien vrezhonek.
Festoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Festoù zo a vod muioc'h a vrezhonegerien, evel
- Ar Redadeg, met galleg a vez klevet dreist-holl, e Breizh-Uhel da vihanañ,
- Gouel ar brezhoneg,
- Saloñs levrioù Karaez, ma klever kalzik a vrezhoneg.
- manifestadegoù evit ar yezh pe evit unvaniezh Breizh
Skingomz vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra ar vrezhonegerien selaou brezhonek en darn vrasañ eus Breizh-Izel, nemet e kêrioù Brest hag An Oriant. E Breizh-Uhel n'haller klevout nemet un eurvezh sizhuniek ken, kaset gant Glen Jegou, pa oa div eur a-raok. Tud zo a c'hall tapout ar skingomz dre ar Genrouedad, met n'eo ket an holl.
- Lec'hienn c'hallek (!) a ginnig selaou ar skingomz vrezhonek: [1]
Skinwel brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](da sevel)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur senedour breizhat o keñveriañ stad ar brezhoneg ha hini ar galleg e Louiziana
- Pennad gant Yann Gerven diwar-benn fallimplij ar ger brezhoneger e-lec'h brezhoneg : https://web.archive.org/web/20160304220946/http://yabzh.com/2012/12/brezhoneg-pe-brezhoneger