Mont d’an endalc’had

Bourgogn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bourgognat)

Bourgogn (galleg: Bourgogne) a zo ur vro istorel, bet stad emren ha goude proviñs c'hall, bremañ er Frañs. Hiziv eo ur rannvro (gwelet: Rannvro Bourgogn).

Kemmoù a-hed an istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bourgogn e Bro-C'hall hiziv
Ardamezioù Bourgogn

Dont a ra an anv Bourgogn eus pobl ar Vurgonded a grouas Burgondia. En amzer Karl Veur hag e ziskennidi e voe ur rouantelezh a Vourgogn, hag ur rouantelezh an Div Vourgogn.

Er Grennamzer eo ret disheñvelout kontelezh Bourgogn diouzh dugelezh Bourgogn.

Neuze enta e oa duged Bourgogn dindan ar roue gall abalamour da zugelezh Bourgogn, da Artez ha da Flandrez, ha dindan an Impalaer abalamour da gontelezh Bourgogn, Gueldre, kontelezh Hainaut, Brabant hag un toullad douaroù all.

Eskern zo bet kavet e Solutré a ziskouez e oa poblet ar vro etre -18 000 ha -15 000.

War-dro ar VIvet kantved a-raok ar C'hrist gant Kelted o deus lezet o roudoù (teñzor Vix).

Eno e oa kreiz ar vro o stourm ouzh Romaned Kaezar, betek seziz Alesia. Romanekaet don e voe ar vro. Savet e voe Augustodunum (Autun hiziv), a zeuas da vout ur greizenn a sevenadur galian-roman. Adalek an Eil kantved e voe kristenaet ar vro. Er Vvet kantved e voe rivinet gant ar Varbared. War-dro 450 e voe gwelet ar Vurgonded o tiazezañ hag o sevel o rouantelezh, Burgondia.

Aloubet e voe ar vro gant ar Franked e 534, ur rouantelezh nevez-savet enni (561-687), ha staget goude ouzh Aostrazia ha Neustria gant Pippin Herstal.

Gant feur-emglev Verdun, e 843, e voe rannet Impalaeriezh ar C'hornôg entre tri mab Loeiz an Deol, ha merket an harzoù etre Dugelezh Bourgogn, roet da Karl Voal, ha Kontelezh Bourgogn, pe Franche-Comté, e dalc'h Lotar, a chomo en Impalaeriezh Santel betek ar XVIIvet kantved.

En 879 e teuas lodenn reter ar vro da vezañ kreiz Rouantelezh Bourgogn a en em lede e Provañs ha war lez dehou ar stêr Ron. Adalek an Xvet kantved e veze graet Rouantelezh Arle anezhi, hag en 1032 e tegouezhas etre daouarn an impaler german Konrad II.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kloc'hdi abati Cluny

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]