Mont d’an endalc’had

Pepin Herstal

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pippin Herstal)
Pepin Herstal
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPépin d'Herstal Kemmañ
Anv-bihanPippin Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh645 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHerstal Kemmañ
Deiziad ar marv16 Kzu 714 Kemmañ
Lec'h ar marvJupille Kemmañ
TadAnsegisel Kemmañ
MammBegga Kemmañ
Breur pe c'hoarMartin of Laon Kemmañ
PriedPlektrudis, Alpaida Kemmañ
BugelDrogon Champagn, Grimoald the Younger, Karl Martel, Childebrand I Kemmañ
KarHrotildis Kemmañ
FamilhArnulfings, Pippinids Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargMaer ar palez Kemmañ

Pepin Herstal pe Pepin II, pe Pepin Yaouank, pe Pepin Dev, (war-dro 653- 16 a viz Kerzu 714) a oa maer ar palez en Aostrazia. Mab e oa da Ansegisel (a oa mab da sant Arnoul) ha Begga, merc'h da Pepin Landen.

Ganet e oa e Herstal Perc'henn bras e oa, kalz a dud dindanañ, hag alese e teue e nerzh ha hini e ziskennidi. Evezhiekoc'h eget e eontr Grimoald Iañ e oa ha ne glaskas ket lakaat tud eus e diegezh e-lec'h ar Veroveidi.

Met war-lerc'h lazhidigezh Dagobert II gant Ebroin e kemeras penn an noblañsed aostrazian. Emsevel a reas a-enep Ebroin, maer ar palez, hag aloubiñ Neustria, met trec'het e voe e-kichen Laon.

War-dro 670/675 e timezas da Plektrudis ha daou vab o doe:

Ur bern madoù a zegasas d'he fried, ar pezh a voe ur skoazell vras dezhañ en e vrezelioù ouzh Franked Neustria

Ur serc'h en doa ivez, Alpaida hec'h anv, ha daou vab he doa:

War-lerc'h marv Ebroin en 681 e reas ar peoc'h gant Waratton, maer ar palez e Neustria, hag e anavezas Thierry III evel roue. Neuze e vroc'has ouzh Berchaire, deuñv Warattonha maer ar palez war e lerc'h. Faezhet e voe armeoù Neustria gantañ e Tertry e 687.

Neuze, goude anavezout Thierry III adarre, e voe lakaet da maer ar palez evit ar rouantelezh frank en he fezh ha gouarn a reas anezhi betek e varv. Skoazellañ a reas avielerien germania, ha sujañ an Alamanned, pobloù Friz ha Frankonia.

Mervel a reas d'ar 16 a viz Ebrel 714 e Jupille (Belgia).

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War e lerc'h e voe kemeret ar galloud gant e vastard Karl Martel, rak marvet e oa e vibien Drogon Champagn ha Grimoald II, petra bennak ma klaskas e wreg Plektrudis reiñ harp d'he mibien-vibien Thibaut, Arnoul ha Hugues. .

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]