Bosenn (kleñved)
Iskevrennad eus | primary bacterial infectious disease, yersiniosis, infectious disease, kleñved |
---|---|
Abeg pennañ | Yersinia pestis |
Efed | Bosenn Zu, Plague of Justinian, plague epidemic |
Dibarder mezegel | infectious diseases |
Medical examination | physical examination, microbiological culture, immunofluorescence microscopy, Korrgresker, ELISEA |
Louzoù | streptomycin |
Argerzh treuzkas ar c'hleñvedoù | airborne transmission, contact transmission, fecal–oral route, vector-borne transmission |
Deskrivet en URL | https://www.cdc.gov.tw/Disease/SubIndex/nZ12n2-2csE8zkEt-5Qeyw |
Has natural reservoir | Razh du, Moregan Sibiria, den |
Istor | plague epidemic |
ICD-9-CM | 020.9, 020 |
ID en Thesaurus NCI | C85015 |
Ar vosenn (diwar al latin pestis atra, ar marv spontus) zo ur c'hleñved degaset gant ar bakteri Yersinia pestis hag a sko ken loened ken tud. Kaset e vez dreist-holl gant ar razhed, Rattus rattus, a ro anezhañ d'an dud dre hanterouriezh c'hwen kontammet (c'hwen ar razhed Xenopsylla cheopsis). Ar bazhelloù a ro ar c'hleñved zo bet badezet Yersinia pestis rak dizoloet e oant bet da gentañ gant Alexandre Yersin (Institut Pasteur) e 1894.
Ar c'hrignerien gouez eo mirlec'h naturel ar c'hleñved. Al lagomorfed (lapin, gad) hag ar c'higdebrerien a c'hall ivez kontammiñ Mab-Den p'o deus stoket ouzh ul loen kontammet pe pa'z int bet dantet gant unan.
Paket e vez peurliesañ pa vezer kontammet gant flemmadennoù ar c'hwen bet o sunañ gwad ur razh pe ur c'hrigner a roe bod d'ar viruz. Diwan a ra ar vosenn e-touez ar c'hrignerien da gentañ ha mervel a reont stank. Ret e vez d'ar c'hwen o deus kollet o fourchaserien boued klask loened all evit sunañ o gwad. Kontammiñ a reont neuze an dud hag al loened doñv.
Abalamour d'ar reuz he deus graet, da vare ar grennamzer dreist-holl, ar vosenn he deus bet ul levezon vras war an armerzh, ar relijion hag an arzoù.
Unan eus ar stummoù dañjerusañ eo ar vosenn werblus.
Ar vosenn e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]en Eliant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Louis Duveau : Bosenn Eliant (1849, Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper).
- Er XVvet kantved e varvas tost an holl annezidi diwar ar vosenn. Ouzhpenn 7000 a annezad a oa o chom en Eliant neuze. Dastumet e voe ur werz anvet "Bosenn Eliant" gant Kervarker, a daolenn an darvoud-mañ, e-barzh "Barzhaz Breizh".
en Henbont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kalvar Bosenn Henbont, bet savet e 1899.
- 1699: mervel a reas ur bern tud en Henbont hag er vro e gant ar vosenn. Gouestlet e voe gant Henbontiz lakaat d'ober un delwenn argant d'an Intron-Varia evit bout diwallet ouzh ar c'hleñved[2].
Ar vosenn a reas he reuz e Toloza meur a wezh:
- e miz Ebrel 1348 e erruas ar c'hleñved e Toloza, etre 1348 ha 1330 e lazhas etre 15% ha 30% eus an annezidi[3],[4];
- e 1506 e varvas 3 000 a dud[5];
- e miz Here 1557;
- adalek miz Eost 1628 betek 1633 (10 000 den marvet diwar an 30 000 annezad[5]) hag adalek miz Gouere 1652 betek 1653[6],[7];
- e 2014 e raer furchadegoù edan ar skolaj kozh Montalembert, kavet ez eus bezioù hollek eno a c'hellfe bout bezioù lod ag an dud bet marvet er prantad 1348-1350[5].