Blasicrura pallidula

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Blasicrura pallidula

Hoc'hig-mor disliv eus Filipinez
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Blasicrura
Anv skiantel
Blasicrura pallidula
(Gaskoin, 1849)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Blasicrura pallidula a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev eus gevred ar Meurvor Habask betek ar Filipinez dindan mein ha koural alies e-touesk bezhin eus an aod vev betek 15 m donder an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gaskoin e 1849 dindan an anv genad Cypraea hag hini ur spesad all Cypraea quadrimaculata var. pallidula Gaskoin, 1849 evel ur stumm eus ar spesad bet diblaset en ur genad all Eclogavena quadrimaculata[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura pallidula bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea quadrimaculata var. pallidula Gaskoin, 1849 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Cypraea pallidula Gaskoin, 1849 anv aet da get.

Isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri isspesad a zo bet diskrivet :

  • Blasicrura pallidula pallidula (Gaskoin, 1849)
  • Blasicrura pallidula rhinoceros (Souverbie, 1865) a vev eus gevred Aostralia betek Kaledonia-Nevez
  • Blasicrura pallidula vivia Steadmand & Cotton, 1943

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin brav ha boutin a vev dindan mein ha koural alies e-touesk bezhin eus an aod bev betek 15 m donder an hini eo.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 18 mm ha 23 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 11 mm pe ramz, betek 32 mm[3].

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blasicrura interrupta, Blasicrura summersi, Eclogavena luchuana Talostolida teres, spesadoù gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo eus gevred ar Meurvor Habask betek ar Filipinez.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=204687(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=708938(en)
  3. 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)