Blasicrura interrupta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Blasicrura | ||
Anv skiantel | |||
Blasicrura interrupta (Cypraeidae).jpg (J.E. Gray, 1824) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Blasicrura interrupta a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1824 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura interrupta bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea interrupta Gray, 1824 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha boutin a vev war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz, betek 29 mm[3].
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blasicrura pallidula, Talostolida teres daou spesad gant livioù damheñvel.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=204687(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530919(en)
- ↑ 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)