Bikini (dilhad)

Eus Wikipedia
Ur bikini pa vez gwisket, e Sunrise (Florida)
Ne vez ket aotreet ar bikini e pep lec'h
C'hoari gwalc'hiñ kirri e bikini

Ar bikini n'eo ket un tamm dilhad, met daou bezh dilhad a vez gwisket gant ar merc'hed evit mont da gouronkañ.

Ar pezh douget war ar bruched a c'holo an divvronn, en ur leuskel ar begel hag an divlez dizolo, hag a zo staget er c'hein, evel ur vrennidenn.
Ar pezh all a c'holo ar c'haol hag ar revr, evel ur bragoù-bihan ordinal.
Etre an daou bezh eo dizolo ar c'hein hag ar c'hof. Heñvel-vi eo an daou bezh eta ouzh dilhad-dindan ordinal ar merc'hed. Tud zo koulskoude o deus klasket bihanaat anezho muiañ ma c'hallent.

Klasket ez eus bet ober bikini eus dilhad paotred da neuial ivez met ar ger n'en deus ket graet berzh evit se.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Louis Réard e voe ijinet ar bikini. Kentañ ma voe diskouezet a voe e Pariz d'ar 5 a viz Gouhere 1946 er poull-neuial Molitor, ha douget e oa gant Micheline Bernardini, un dañserez noazh brudet en amzer-se e Casino de Paris.
Disklêriañ a reas Louis Réard en doa dibabet an anv bikini abalamour da Enez Bikini, a oa bet un darzhadenn nukleel warni 5 devezh a-raok, gant ar soñj, hag ar spi e vije ken brudet an daou bezh dilhad hag ar vombezenn a oa nevez-tarzhet.

Savet e oa bet gantañ ar frazenn-stur saoznek : 'The bikini, first an-atomic bomb!"[1]
Goulenn ur breou a reas Louis Réard evit diwall un ijinadenn a seblant bezañ bet anavet gant ar merc'hed en henamzer hervez a weler war livadurioù kozh.

Un degemer fall a voe graet d'ar bikini en e amzerioù kentañ. Sevel en e enep a reas an holl ilizoù, ha berzet e voe e meur a vro. Ret e voe gortoz un toullad bloavezhioù a-raok ma teuas diouzh ar c'hiz.
E 1956 e voe gwelet Brigitte Bardot er film Et Dieu… créa la femme o tougen ur bikini e danvez vichy.
Evel-just e klaskas ar merc'hed yaouank ober evelti. Skoazellet e voe ar vrud gant ar ganaouenn Itsy Bitsy Teenie Weenie Yellow Polka Dot Bikini, kanet gant Brian Hyland, a voe kanet e galleg gant Dalida, Brigitte Bardot, Johnny Halliday ha Richard Anthony. A-hed an hañv e voe skignet Itsy bitsy, petit Bikini er skingomz.
E 1962 e reas berzh bras a-drugarez da Ursula Andress, a zouge ur bikini gwenn ha gleb gadalus er film Dr. No : sec'het e voe an daou damm dilhad ha gwerzhet en ti Christie's e 2001 : 41 250 lur sterling hepken e koustas d'ar prener.
E 1966 e voe tro Raquel Welch da wiskañ ur bikini ragistorel er film One Million Years B.C. War-lerc'h ez eus bet graet ivez filmoù skinwel evit diskouez an tamm danvez-se, evel re ar rummad Baywatch, gant Pamela Anderson.

Abaoe dibenn an XXvet kantved eo deuet da vezañ ur gwiskamant ordinal war an aodoù.

Doareoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bikini-sport a ra berzh war an traezh

E lec'hioù zo avat e vez gwelet muioc'h a verc'hed yaouank e monokini pe e string.
Ijinet e oa bet ivez un trikini ha ne reas ket berzh, hag un tankini a blij d'ar re a ra sport a-hervez.

Mikrokini[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mikrokini

Ur mikrokini zo ivez, hogen diaes ober "un tamm dilhad" eus un draig ken dister.

Levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kelly Bensimon, Le Bikini, des années 1950 à nos jours, Éditions Assouline, 2006, (ISBN 978-2-84323-839-0) (fr).

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luc'hskeudennerien dilhad gwenn

Bikini a-vremañ...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

... ha bikini a-wechall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marelladurioù eus Villa Romana del Casale

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. C'hoari-gerioù saoznek etre an-atomic ("nann-nukleel") hag anatomic ("anatomek" / "korfadurel").



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.