Mont d’an endalc’had

Monokini

Eus Wikipedia
Monokini
Monokini evit ar baotred

Ar monokini (a-wechoù unikini) zo ur pezh dilhad-kouronkañ, anezhañ un hanter bikini, gwisket gant merc'hed ha ne c'holoont ket o bruched[1].
A-benn ar fin n'eo nemet lodenn izel ar bikini.

Krouet eo bet e SUA e 1964, gant Rudi Gernreich, ur gizour a orin aostrian[2] hag a ijinas an anv war un dro, ha douget e voe gant Peggy Moffitt da gentañ. Er bloavezh-se e oa ur pezh dilhad a dape betek dindan ar bruched. Ne reas ket berzh avat, aesoc'h e kave ar merc'hed tremen hep lodenn uhelañ o bikini.

Ijinet ez eus bet monokinioù evit ar baotred ivez da zougen o strobelloù.

E 1985 e voe embannet gant Rudi Gernreich ar pubikini, ur breur divrud a-walc'h d'ar bikini, ur gwisk bihanik, e stumm ur V, da ziskouez ar blev-gaol[3],[4]. E grouidigezh diwezhañ e oa, un nebeud deizioù a-raok dezhañ mervel e Los Angeles[5],[6].

  1. The Concise Oxford Dictionary (2004 ed.)
  2. Gernreich Bio
  3. Elizabeth Gunther Stewart, Paula Spencer and Dawn Danby, The V Book, page 104, Bantam Books, 2002, ISBN 0553381148
  4. Metroland
  5. Klaus Honnef, Helmut Newton and Carol Squiers, Portraits: Photographs from Europe and America, pajenn 21, Schirmer, 2004, ISBN 382960131X
  6. Cathy Horn, "Rudi Revisited", The Washington Post, 1991-11-17, pajenn 03

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peggy Moffitt, William Claxton: The Rudy Gernreich Book, Rizzoli International Publications (1991)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.