Mont d’an endalc’had

Benito Juárez

Eus Wikipedia

Benito Juárez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhMec'hiko Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBenito Pablo Juárez García Kemmañ
Anv-bihanBenito Kemmañ
Anv-familhJuárez Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Meu 1806 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSan Pablo Guelatao Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gou 1872 Kemmañ
Lec'h ar marvKêr-Vec'hiko Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhPanteón de San Fernando Kemmañ
PriedMargarita Maza Kemmañ
BugelBenito Juárez Maza Kemmañ
Yezh vammzapotekeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, zapotekeg Kemmañ
Micheralvokad, barner, politiker Kemmañ
KargPresident of Mexico, Governor of Oaxaca, President of the Supreme Court of Justice of the Nation, Governor of Oaxaca Kemmañ
Bet war ar studi eInstituto de Ciencias y Artes de Oaxaca Kemmañ
Strollad politikelPartido Liberal Kemmañ
Strollad etnekZapoteked Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Kleñveddwarfism Kemmañ
Benito Juárez

Benito Pablo Juárez García (ganet d’an 21 a viz Meurzh 1806 e San Pablo Guelatao, marv d’an 18 a viz Gouere 1872 e kêr Vec'hiko) a voe prezidant Mec’hiko etre 1858 ha 1872.

Benito Juárez a oa un Amerindian zapotek. Mervel a reas e dad hag e vamm pa ne oa nemet tri bloaz. Goude bezañ graet a bep seurt labourioù ez eas d’ar skol, ma teskas spagnoleg adalek an oad a 12 vloaz, e kêr Oaxaca. Mont a reas d’ar c’hloerdi ha goude e reas studioù war ar gwir. E 1834 e teuas da vezañ alvokad hag e-pad ur pennad e tifennas gwirioù indianed ar vro. E-keit-se e rae politikerezh ivez : e 1832 e oa bet anvet da guzulier e ti-kêr Oaxaca. E 1844 e teuas da vezañ frañmason.

Buhez ar politiker

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù Unanet e voe anvet da c’houarnour da c’hortoz e stad Oaxaca, e 1847. Evel gouarnour e kemeras disentezioù penn a-raok, evel kempenn an hentoù, sevel ur gartenn eus ar c’hornad, digeriñ skolioù, adsevel palez ar gouarnour. Krouiñ a reas porzh Huatulco ha sevel un hent da vont betek ar gêr-benn. Pa oa Antonio López de Santa Anna e penn ar vro, e voe harzet ha kaset da La Havana. Dont a reas a-benn da dec’hel ha da repuiñ e New Orleans ; eno e vevas betek 1855 ha daremprediñ Mec’hikaned all harluet eveltañ.

E 1855 e rankas Santa Anna reiñ e zilez ha dont a reas Juárez da Vec'hiko en-dro. Savet e voe ur gouarnamant nevez, dindan renerezh ar jeneral Juan Álvarez. Gant ar gouarnamant liberal-se e voe krennet galloud an Iliz katolik hag an arme, ha klasket krouiñ ur gevredigezh vodern hag un ekonomiezh diwar skouer hini ar Stadoù Unanet. Ministr ar Justis e oa Benito Juárez er gouarnamant nevez. Gant al Ley Juárez (lezenn Juárez), e 1855, e voe disklêriet e oa par an holl dirak al lezenn ha lakaet e voe harzoù da zreistgwirioù an Iliz katolik. Tamm-ha-tamm e voe prientet evel-se bonreizh 1857. Pa voe degemeret ar vonreizh nevez e voe anvet Benito Juárez da brezidant lez uhelañ ar vro, tra ma teuas Ignacio Comonfort da vezañ prezidant ar republik.

An tachennoù dalc’het gant pep kostezenn e 1858 e-pad ar ”Guerra de Reforma”, brezel diabarzh Mec’hiko, etre mirourien (glas) ha liberaled (ruz)

En em sevel a reas ar virourien, renet gant ar jeneral Félix María Zuloaga, a-enep ar gouarnamant e miz Kerzu 1857 ha rankout a reas Comonfort reiñ e zilez. Evel ma oa e penn al lez uhelañ e teuas Juárez da vezañ prezidant da c’hortoz ar republik, e miz Genver 1858. Ne voe ket degemeret gant ar virourien avat, ha brezel a voe etre mirourien ha liberaled e-pad tri bloaz. N’eo nemet e deroù 1861 e echuas ar brezel diabarzh-se, gant trec’h al liberaled. E miz Meurzh 1861 e voe dilennet Benito Juárez, da vat, da brezidant ar republik. Pa oa bet prezidant da c’hortoz en doa lakaet degemer un toullad lezennoù a voe diazez ar stad nevez : embannet e voe e oa distag ar Stad diouzh an Iliz, lamet e voe lod eus madoù an Iliz diganti, freuzet e voe an douaroù boutin perc’hennet gant ar c’humuniezhioù amerindian.

Goude ar brezel, pa oa start an traoù gant ekonomiezh ar vro, e tivizas Juárez ampellañ pae an dle diavaez d’an estrenvro. Kement-se a voe kaoz da gredourien bennañ ar vro, Spagn, Breizh-Veur ha Bro-C’hall, kas o armeoù da Vec’hiko e miz Kerzu 1861. Buan e voe tennet o soudarded gant Spagn ha Breizh-Veur pa gomprenjont e felle da Napoleon III, impalaer Bro-C’hall, diskar gouarnamant Juárez ha sevel e Mec’hiko un impalaeriezh suj dezhañ, gant skoazell ar virourien. Pemp bloaz e padas brezelekaadenn ar C'hallaoued e Mec'hiko, eus 1862 da 1867.

Stourm a reas Juárez ouzh an aloubadeg-se, gant harp an darn vrasañ eus tud ar vro. Met kilañ a rankas ober, betek hanternoz ar vro. Neuze e voe skoazellet da vat gant ar Stadoù Unanet, a glaske mirout ouzh levezon re vras Bro-C’hall er c’hevandir. Gounit tachenn a reas armeoù Juárez, betek ma’z eas kuit ar C’hallaoued eus Mec’hiko e 1866. Peurechuiñ a reas ar brezel pa voe tapet an impalaer Masimilian Habsburg gant soudarded Juárez ha pa voe lakaet d’ar marv.

Addilennet e voe Juárez da brezidant ar republik e 1867. Addilennet e voe evit ur respetad nevez e 1871, daoust ma veze rebechet dezhañ bezañ douget d’e benn e-unan, tuañ madoù evitañ ha mougañ an tu-enep. Mervel a reas gant un taol-kalon d’an 18 a viz Gouere 1872, e Palez ar Prezidant, e Mec’hiko.

Hiziv e Mec’hiko, e vez sellet ouzh Benito Juárez, evel ouzh un haroz broadel. Soñj a zalc’her anezhañ evel un demokrat, ur stourmer evit gwirioù an Amerindianed, evit frankiz ar vro hag a-enep dreistgwirioù an Iliz katolik.

An 21 a viz Meurzh, deiz e c’hanedigezh, zo un devezh gouel e Mec’hiko.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.