Antonio López de Santa Anna
Antonio de Padua María Severino López de Santa Anna y Pérez de Lebrón, anavezetoc'h evel Antonio López de Santa Anna (Jalapa, 21 a viz C'hwevrer 1794 – Ciudad de México, 21 a viz Even 1876) a oa ur politikour ha jeneral mec'hikan. Prezidant México e voe unnek gwech. Gouarnour Yucatán e voe ivez en 1824 ha hini Veracruz en 1829. Lesanvet e oa an Erer, Napoleon ar C'hornôg pe Haroz divarvel Cempoala gant e vignoned, ha Quince Uñas (Pemzek Ivin) goude koll ur c'har en 1838.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa da Antonio López de Santa Anna ha Manuela Pérez de Lebrón.