Bagad Bro an Aberioù
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Bagad Bro an Aberioù a zo ur bagad sonerien e Bro-Leon, ur c'hant den bennak ennañ, rannet etre ar bagad end-eeun, ar bagadig ("bagad skol" a vez graet anezhañ, met skol ar bagad a vefe e brezhoneg mat) hag ar stummadurioù [?]. Diazezet eo ar bagad e Plabenneg ha pleustradeg a vez bep gwener da noz adalek 6e30 betek 10e30.
Bagad ha Bagadig Bro an Aberioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bagad a zo anezhañ abaoe 1994.
Krog e oa da gemer perzh e kenstrivadegoù Bodadeg ar Sonerion e 1995. Tremenet eo ar bagad e pevare rummad e-pad ar Fest etrekeltiek an Oriant e 1998 hag en trede rummad e 1999.
E 2002, goude e gentañ plas e kenstrivadeg Gwened hag en Oriant, ar bagad a dremen en eil rummad.
Hiriv, ar bagad a gendalc’h gant ar c’henstrivadegoù en eil rummad.
Ar bagadig a zo bet krouet e 1998 gant ar pal stummañ sonerien eus pep bloaz evit deskiñ dezho sonerezh Breizhek. Ar bagad-se a gemer perzh abaoe 1999 e kenstrivadeg ar pempvet rummad e Kemper ha Karaez.
Ur bagad « evit ar blijadur » a oa ivez bet lakaet e plas e 2000, ur bagad hep kenstrivadeg.
Met chomet a sav gantañ e 2006.
Ar stummadurioù a zo evit ar brasañ lodenn roet gant tud a youl-vat er bagad, met ivez gant kelennerien Bodadeg ar Sonerion.
Gellout a reont deskiñ ar Vombard, ar Binioù-bras hag an Tamboulin.
Gwiskamant bagad an Aberioù a zo un dra a ziforc’h kalz diouzh ar bagadoù all. Krouet e 2000 gant Bleuenn Seveno, ar gwikamant a zo ur gwiskamant hengounel met nevesaet evit ar bagad. Paotr ha plac’h a zo disheñvel : ur jiletenn gant livioù Bro an Aberioù evit ar baotred hag un davañcher gant ar memes livioù evit ar merc’hed.
An Aberioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An aberioù a zo e norzh Pen-ar-bed, rannet eo e trizek kêr disheñvel :
-Vourc'h-Wenn
-Koz-Meal
-Kersent-Plabenneg
-Landeda
-Lanniliz
-An Dreneg
-Loprevaler
-Plabenneg
-Plougerne
-Plougin
-Sant-Pabu
-Treglonoù
An trouz en Aberioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An trouz en aberioù a zo ur fest aozet abaoe dek vloaz gant bagad bro an aberioù e miz c'hwevrer. Er bloaz-mañ edo trouz en aberioù e Plouvien. Kroget eo bet ar gouel gant ur staj Binioù bras adalek ar merc'her betek ar gwener. Degemeret e oa pep bloaz, a pep live. D'ar gwener d'an noz eo bet kendalc'het gant ur sonadeg gant bagad ha bagadig bro an aberioù.
D'ar Sadorn mintin e oa bet aozet ur c'henstrivadeg tamboulin evit al liveoù da heul :
- yaouankoc'h eget 14 bloaz (Aet ar maout gant Yann Deniel e 2010)
- yaouankoc'h eget 18 bloaz (Aet ar maout gant Tenenan Bleuñven e 2010)
- «Open» B, digor d'an holl (Aet ar maout gant Pauline Jestin e 2010)
- «Open» A, digor d'an holl (Aet ar maout gant Benjamin Matyka e 2010)
Diouzh an abardeiz ez eus bet ur c'henstrivadeg Binoù bras gant al liveoù da heul :
- yaouankoc'h eget 15 bloaz B (Aet ar maout gant Yoann Le Ven e 2010)
- yaouankoc'h eget 15 bloaz A (Aet ar maout gant Enora Morice e 2010)
- yaouankoc'h eget 20 bloaz A (Aet ar maout gant Malo Gentil e 2010)
- «Open», digor d'an holl (Aet ar maout gant Jordane Guilloux e 2010)
Bep bloaz, an hini a c'hounez e «yaouankoc'h eget 20 bloaz A» a c'hounez koun trouz en aberioù. Skrivet e vez gantañ e anv warnañ, hag adlakaat a ra anezhañ er c'henstrivadeg ar bloaz war-lerc'h.
Diouzh an noz, ur fest-noz a zo aozet gant meur a gouplad, kanerien, pe strolladoù sonerezh...
An deiz war-lerc'h, d'ar gwener, e vez ur c'henstrivadeg kouplajoù gant al liveoù da heul :
- Yaouank Bombard-Binioù bras (Aet ar maout gant ar vreudeur Pollet e 2010)
- Bombard-Binioù bras (Aet ar maout gant ar c'houplad Martin-Moign e 2010)
- Bombard-Binioù kozh (Aet ar maout gant ar c'houplad Moal-Martin e 2010)
Kroget eo bet ar c'henstrivadeg d'ar sul mintin gant an amprouenn ton-bale ha gwerz. Ha diouzh an abardeiz eo bet aozet ur fest-noz gant eil amprouenn ar c'houpladoù : an dañs.
Presterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bagad bro an aberioù a gemer perzh bep bloaz e festoù lec’hel e-giz :
- Fest etrekeltiek an Oriant (56)
- Fest Broderezed (Pont l’Abbé, 29)
- Nevez-amzer ar sonnerien (Brest, 29)
Met hivez e broioù estren e-giz :
- Xixon (Bro Spagn)
- «Festival de Bandas» (Objat, 19)