Augustin-René-Louis Le Mintier de Saint-André
Poltred en iliz-veur Landreger |
Augustin-René-Louis Le Mintier (Sevigneg, 28 a viz Du 1729 – Londrez, 21 a viz Genver 1801) a voe eskob diwezhañ eskopti Treger, eus an 30 a viz Ebrel 1780 da 1790, pa voe diskaret an eskopti.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Sevigneg en eskopti Sant-Maloù e voe badezet Augustin-René-Louis Le Mintier d'an 9 a viz Du 1733 d'an oad a bevar bloaz.
E 1757 e voe doktor war an doueoniezh ; vikel-vras Dol ha Sant-Brieg e voe eus 1766 da 1769 kent bezañ vikel-vras Roazhon betek 1780 ; d'ar 6 a viz C'hwevrer 1780 e voe anvet da eskob Landreger, war lec'h Jean-Baptiste de Lubersac, ha sakret e Pariz d'an 30 a viz Ebrel.
Gantañ e voe sakret iliz Langoad er bloaz 1782 ha hini Planiel e 1785. E 1785 ivez e lakaas sevel beg tour iliz-veur Landreger.
D'ar 14 a viz Gwengolo 1789 ez embannas e Montroulez ur gemennaden enep ar vonreizh diveleg. Galvet e voe gant Bodadeg ar Stad d'an 10 a viz Eost 1790 dirak lez-varn ar Châtelet e Pariz ; didamallet e voe d'ar 14 a viz Gwengolo 1790.
Galvet e voe dirak lez-varn Lannuon d'ar 17 ha 18 a viz Genver 1791, ha didamallet adarre abalamour ma oa kalz a dud er vro a-du gantañ.
Galvet e voe un trede gwech d'ar 14 a viz C'hwevrer 1791 gant Bodadeg ar Stad. D'ar 26 a viz C'hwevrer e kuitaas dre guzh palez an eskopti evit mont da vaner Boisriou, e-ti mignoned dezhañ, e parrez an Trevoù. Alese ez eas da Jerzenez.
Er bloaz 1796, gouarnamant Bro-Saoz a aotreas divroidi Jerzenez da vont da Vro-Saoz. Eno, Augustin-René-Louis Le Mintier a yeas da chom da Londrez da di an Itron de Catuélan, intañvez Prezidant Kentañ Breujoù Breizh.
Eno e varvas Augustin-René-Louis Le Mintier, eskob-kont diwezhañ Landreger, d'an 21 a viz Genver 1801, oadet a 71 vloaz. Sebeliet e voe da gentañ e bered iliz kozh Sant-Pankras, ha goude en iliz-veur Landreger d'an 28 a viz Mae 1867[1].
-
Iliz-veur Landreger
-
Maen-bez Augustin Le Mintier en iliz-veur Landreger
-
E ardamezioù war ar maen-bez
Adalek an Dispac'h gall, ret a vo mont d'ar bajenn Eskopti Sant-Brieg ha Landreger.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Barbier ː Le Trégor historique et monumental, Les Presses bretonnes, Sant-Brieg, 1960.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1867, hervez R. de Saint-Jouan; 1868 hervez P. Barbier.