Aristaios (doue)
Aristaios (henc'hresianeg : Ἀρισταῖος /Aristaîos, Aristaeus e latin) a oa mab d'an doue Apollon ha d'an nimfenn Kyrene. Unan eus doueed al labour-douar e oa. Azeulet e veze dreist-holl en Boiotia, en inizi Keos, Sikilia, Sardigna, hag e Thessalia ha Makedonia[1].
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet e oa an doue Apollon gant an nimfenn Kyrene ouzh he gwelout oc'h en em gannañ ouzh ul leon prest da zebriñ tropelloù he zad[2]. Hag Apollon neuze da zisklêriañ e flammenn d'ar goantenn, da gas anezhi d'ober un dro da Lybia. Eno e voe roet galloud dezhi war ar vro, Kyrenaika. Ha hi da c'henel Aristaios.
Savet e voe Aristaios gant an nimfenned ha ganto e teskas kaoulediñ al laezh, gounit olivez, sevel gwenan. Sot e oa gant an Driadenn Eurydike, hag eñ an hini a voe kiriek d'he marv. O redek war he lerc'h e oa da zeiz hec'h eured gant ar soner Orfeüs, ha hi o tec'hel dirazañ n'he devoa ket gwelet un naer dindan he zreid e-touez ar geot uhel. Hag al loen da gregiñ enni, ha hi da vervel. Evit kas an dorzh dezhañ d'ar gêr petra a reas an nimfenned nemet lazhañ e wenan. Mont a reas ar paotr da c'houlenn skoazell digant e vamm Kyrene. ha hi da gas anezhañ da welout Proteüs; ha hennezh da zisplegañ petra a oa kaoz da varv al loened bihan koant ha da reiñ urzh dezhañ da habaskaat ene Eurydike gant aberzhadennoù. Hag ar paotr da aberzhiñ pevar c'hole ha peder annoar, ha kenkent e welas un taol gwenan o tont er-maez anezho, peadra dezhañ da adleuniañ e ruskennoù.
Dimeziñ a eure da Aotonoe, merc'h d'ar roue Kadmos, hag ur mab o doe, Aktaion, a voe lazhet gant chas an doueez Diana. Neuze ec'h eas da vevañ da Geos, un enezenn e mor Egea, ma oa ar vosenn oc'h ober he reuz, ken na reas aberzhoù d'an doueed. Alese ez eas da Sardigna, ma lakaas un tamm urzh, goude da Sikilia ma reas kemend-all a vad, ha neuze da Trakia, ma vanvezas ha ma riboulas gant Dionysos. E annez a reas war menez Aimos.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Theofrastos, Diwar-benn an Avelioù (darn 14)
- ↑ Pindaros, Pythikoi, IX, 5-70 ; kentañ meneg e Katalog ar Maouezed, gant Hesiodos, darn 125 MW.