Anv-verb danevelliñ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An anv-verb a vez implijet en danevelliñ en un nebeud yezhoù : latin, galleg, brezhoneg.

E latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En latin e vez implijet a-wechoù, gant ur rener, e-lec'h un amzer-dremenet :

Quotidie Caesar frumentum flagitare : "Goulenn ed bemdez a rae Caesar."

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h an araogenn "de" a-wechoù :

"Grenouilles aussitôt de sauter dans les ondes ;
Grenouilles de rentrer en leurs grottes profondes." Le lièvre et les grenouilles.[1]
"Et tous ces oiseaux de sautiller, de boire, de chanter, de jouer, de voler, de se rouler et de voleter encore." Contes de la brousse et de la forêt"[2].

Ral eo aet e galleg, hogen kavet e vez c'hoazh gant kazetennerien zo.

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an anv-verb en danevelliñ e brezhoneg :

  • war-lerc’h un araogenn, da pe o : Ha hi da skeiñ. Ha hi o skeiñ.
  • war-lerc’h ha : Ha hi ha skeiñ.
  • hep araogenn ebet, pe hep ha: Ha hi skeiñ.

Talvoudegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un droienn skañv eo, implijet e-lec'h ar frazenn ordinal, evit kontañ (pe danevelliñ) oberoù graet buan peurvuiañ. Stank e vez kavet dindan pluenn ar gwellañ skrivagnerien-bobl, evel:

Talvoudus eo evit degas lusk en ur skrid, gant ma vo implijet mat, ha graet e vez gant an doare-se er yezh komzet ken-ha-ken.

Penaos eo stummet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ

  • e krog ar frazenn gant ha, un doare d'he liammañ ouzh ar frazenn a-raok
  • e teu ar rener da heul
  • e teu an araogenn "da" goude, dirak un anv-verb
  • e vez ur renadenn bennak da-heul ar verb
Hag ar paotr kozh da sevel war ar c’hleuz, Kontadennoù ar Bobl[3].

War-lerc’h “da”[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez rener hag anv-verb, met a-wechoù e vezont diezhomm :

  • Hep rener (anavezet eo, diskuliet eo bet en ur frazenn a-raok).
    • Ha da deurel o chupennoù d’an traoñ, ha da gregiñ kerkent, KAB 1/45
    • Ha da nijal arre dreist ar c’hoadoù ha dreist ar mor, KAB 2/29.
  • Hep anv-verb (hep ar verb mont peurvuiañ, ral e welet en hevelep troiennoù)
    • Hag hi d’ar gêr raktal, KAB 2/20
    • Hag ar jeant d’ar marchosi, KAB 3/16
    • Ha Marjan d’ar park, teñval he fenn, … Ha Yann d’ar c’hraou, DC’H 117
    • Hag eñ er-maez.


  1. Fables de La Fontaine.
  2. A. Davesne ha J. Gouin, EDICEF, 2001.
  3. Kontadennoù ar Bobl. 1/223