Antony Blinken

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel Antony Blinken

Antony Blinken, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1962 e New York, zo un diplomat amerikan. Sekretour-Stad Stadoù-Unanet Amerika eo abaoe miz Genver 2021.

Micher politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Antony Blinken en deus labouret da gentañ gant Barack Obama, hag eñ eilsekretour-Stad etre 2015 ha 2017 da skouer. Brudet eo dreist-holl evit bezañ ar sekretour-Stad e karg eus Stadoù-Unanet, anvet gant Joe Biden. Perzh en deus kemeret e meur a zarvoud etrebroadel pouezus, evel ar brezel etre Rusia hag Ukraina hag ar brezel etre Israel hag an Hamas.