Antiope (mamm Amfion)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Zeus hag Antiope, livet gant Correggio

Antiope a oa oa merc'h d'an doue-stêr Asopos hervez Homeros. Hervez ur vojenn all e oa merc'h da Nikte, roue Thebai, ur wreg eus ar re gaerañ, ma oa sot Zeus ganti. Un noz e santas e oa Zeus o c'hoari ganti a-greiz ma oa o kousket, kemeret gantañ neuz ur satir. Evel-se eo e teuas da vout mamm Amfion ha Zethos.

Awenet eo bet al livourien Correggio, Tizian , Watteau, Ingres, gant ar vojenn.

Yaou hag Antiope, v. 1715, livet gant Antoine Watteau, Mirdi al Louvre
Yaou hag Antiope, livet gant Hendrick Goltzius. Ral eo gwelout mammoù al livadurioù o flistrañ o laezh.

Gant aon rak kounnar he zad e tec'has Antiope da Sikyon. En em lazhañ a reas an tad gant ar glac'har hag ar vezh, met goulenn a reas a-raok digant e vreur Lykos kastizañ Antiope. Seveniñ e gefridi a reas Lykos, penegwir e kemeras kêr Sikyon, hag e tegasas e nizez en-dro da d-Thebai hag he dalc'has er vac'h.

Rankout a reas Antiope dileuskel he bugale a voe kavet ha savet gant mesaerien , hag ivez gouzañv bezañ gwallgaset gant Dirke, gwreg Lykos, a vage gwarizi outi. Antiope a deuas a-benn da dec'hel koulskoude ha da gavout he bugale pa oant erru bras.

Hag an daou vreur, Amfion ha Zethos da gas an dorzh d'ar gêr ha da lazhañ Lykos ha Dirke. Met an doue Dionysos n'houlas ket lezel an daou vuntr-se digastiz. Lakaat a reas ar follentez da gregiñ e spered Antiope . E-pad ur pennad e voe o kantren dre bevar c'horn Hellaz a-raok en em gavout gant Fokos, ur mab-bihan da Sisyfos, a bareas ar paourkaezh maouez hag a zimezas ganti.


Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.