Mont d’an endalc’had

Anna d'Este

Eus Wikipedia
Ur pennad Anna Beatrice d'Este‎ zo ivez.
Anna d'Este – Arzour dianav, ~1575, eoullivadur war goad, 32 x 23 cm, Mirdi ar C'hastell, Versailhez
Frañsez Loren, Dug Guise, pried kentañ Anna d'Este – François Clouet, ~1555, eoullivadur war goad, 31 x 23 cm, Mirdi al Louvre, Pariz

Anna d'Este (1531-1607), anavezet ivez evel Anne d'Este e galleg, a oa ur briñsez italian deuet da vezañ gall dre he dimeziñ. Merc'h e oa da Ercole II d'Este ha da Renée Bro-C'hall, ur verc'h d'ar rouaned c'hall Loeiz XII hag Anna Breizh.

Dugez Aumale e oa, dugez Guise goude, un den a bouez e voe e lez Bro-C'hall a-hed ar brezelioù relijion. Prosez a reas d'an amiral Coligny a oa pennkaoz, hervezi, da lazhadenn he fried kentañ. Goude lazhadeg he daou vab gant soudarded ar roue Herri III (Bro-C'hall), e roas harp da Gevre ar Gatoliged.

Ganet e oa Anna d'Este, merc'h henañ he zud, d'ar 16 a viz Du 1531 e Ferrara, ma voe roet dezhi un deskadurezh uhel, evel a veze roet da vugale priñsed Italia neuze. Studiañ a reas istor, yezhoù ha sonerezh, deskiñ a reas kanañ, dañsal, ha livañ. Olympia Fulvia Morata, a voe skrivagnerez diwezhatoc'h, a oa mignonez dezhi el lez[1].

E 1548, goude hir varc'hata, e voe dimezet da Frañsez Loren, dug Aumale, mab da Claude Loren (1496-1550), ha dug Guise, jeneral brudet. Sinet e voe ar gevrat-eured d'an 28 a viz Gwengolo e Ferrara, graet an eured d'ar 16 a viz Kerzu e kastell Saint-Germain-en-Laye. Biken ken ne zistroas ar briñsez da Italia.

Dre he mamm e oa merc'h-vihan d'ar roue gall Loeiz XII, ha dre-se kar d'ar roue Herri II ha d'e vibien. Dre he dimeziñ e tegouezhe en tiegezh Loren ha Guise, a oa e barr e c'halloud el lez c'hall, ha dre he donet eus Italia e komze yezh ar rouanez Caterina de' Medici.

Kenkent hag erruet e voe un den a bouez el lez. Pa varvas he zad-kaer e 1550 e voe dugez Guise hag e veras, gant he mamm-gaer Antoinette de Bourbon, madoù an tiegezh Guise.

Hanterourez e oa ivez etre lez Ferrara ha hini Bro-C'hall, ma tifenne lazioù he zad.

Seizh bugel he doe, pevar a zesavas. Karantez a oa etre an daou bried, hogen kalz a warizi a oa en ozhac'h, ken e lakae heuliañ anezhi.

Skoazellañ he mamm a reas da wareziñ ar brotestanted c'hall a ranke tec'hel eus Bro-C'hall hag a gave gwarez e Ferrara. Frañsez Guise avat a lennas o lizheroù hag a zifennas outi daremprediñ he mamm ken.

Dre ma kare he fried e pardonas dezhañ lazhadeg Wassy, ma teuas a-benn da virout outañ a lazhañ ar maouezed war-lerc'h an tri-ugent protestant a oa bet kavet oc'h azeuliñ Doue er c'hiz protestant en ur skiber.

Pa voe drouklazhet he fried gant an hugunod Jean de Poltrot de Méré, e miz C'hwevrer 1563, e voe glac'haret bras. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ diempret. Anna avat a gave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant Gaspard de Coligny, penn bras an hugunoded, ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver 1566 e voe disklêriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.

D'an 22 a viz Eost 1572 e voe tennet war Coligny, ha dre vurzhud ne voe ket tizhet ; darn a gredas ne oa ar gwalldaol-se nemet dial intañvez dug Guise. Kement-se bepred a voe deroù lazhadeg Sant Berteleme a grogad daou zevezh war-lerc'h. Diaes eo gouzout peseurt perzh resis a gemeras Anna d'Este en afer-se, evel el lazhadegoù.

Dugez Nemours

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jacques de Savoie, dug Nemours, eil pried Anna d'Este

Addimeziñ a reas Anna e 1566, e Saint-Maur-des-Fossés, da Jacques de Savoie, dug Nemours ha Genevois. Hervez al lez e oa ur gaer a vaouez c'hoazh, evel en amzer he yaouankiz. Jacques de Savoie a oa bet e karantez ganti gwechall hag en devoa roet skoazell dezhi pa oa nevez-intañvezet. Diwar neuze e tremenas kalz amzer en Annecy, pe o veajiñ etre Genevois ha lez Pariz.

Priñsez ar C'hevre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Kerzu 1588 e voe lazhet daou vab henañ Anna d'Este e kastell Bleaz war urzh ar roue gall Herri III, ha bac'het e voe o mamm. Divac'het e voe e miz C'hwevrer 1589, ha mont a reas da Bariz da gemer perzh en aozadur Kevre ar Gatoliged, ma veze graet ar « rouanez-vamm » anezhi, ken bras ma oa he levezon er gêr-benn c'hall. Darn eus he c'hempredidi a gave gante eo hi an hini a roas urzh da lazhañ ar roue, pa varvas dindan taolioù kontell ar manac'h Jacques Clément e Saint-Cloud d'an 2 a viz Eost 1589.

Pa droas Herri Bourbon ouzh ar gatoligiezh ec'h anavezas anezhañ evel roue hag e klaskas ober d'e vibien ober kemend-all.

Mervel a eure d'ar 17 a viz Mae 1607. Beziet e voe he c'hourailhoù e Pariz, hogen kaset e voe he c'halon da Joinville, da lakaat e bez an tiegezh Guise, ha kaset he c'horf da Annecy, ma voe beziet e-kichen hec'h eil pried. N'eus bet miret hini eus ar bezioù.

Div wech e timezas Anna d'Este.

D'an 18 a viz C'hwevrer 1563 e voe lazhet he fried gant ur protestant, Jean de Poltrot de Méré.

Pa voe intañvez adarre, e 1585, e vevas en Ostel Nemours e Pariz, war lez kleiz ar Saena, hiziv er straed Séguier, ma varvas d'ar 17 a viz Mae 1607, d'an oad a 76 vloaz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Pierre Matthieu, La Guisiade (1589). Embannadur diazezet gant Louis Lobbes. Genève, Droz, 1990. (ISBN 978-2-600-02644-4) Wikimammenn
  • (fr) Séverin Bertrand, Oraison funebre sur le trespas de tres-haulte, tres-illustre et tres-vertueuse Princesse Anne d’Est’, Duchesse de Chartres, de Guyse, Nemours, Genevois, &c. Chez Guillaume Marette, ruë Sainct Iacques, pres S. Benoist, au Gril, Paris, 1607 - 34 fajenn — Gwelit Google Books
  • (fr) Le sieur de La Palud, Discours funebre sur la mort de tres-Illustre Princesse Anne D’est Duchesse de Genevois, Nemours, Chartres, &c. Chambery (1609)
  • (fr) Hilarion de Coste, « Anne d’Est ou de Ferare, Duchesse de Guise & de Nemours », in Id., Les éloges et vies des reynes, princesses, dames et damoiselles illustres. Paris 1630 — Gwelit Google Books
  • (it) Francesco Agostino della Chiesa, Theatro delle donne letterate, con vn breve discorso della preminenza, e perfettione del sesso donnesco. Mondovi 1620
  1. Anne Larsen, Carole Levin, Diana Robin (2007), Encyclopedia of Women in the Renaissance: Italy, France, and England, ABC-CLIO, ISBN 978-1-85109-772-2 p. 269.