Mont d’an endalc’had

Ann Hall

Eus Wikipedia
Ann Hall
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAnn Hall Kemmañ
Anv-bihanAnn, Anne Kemmañ
Anv-familhHall Kemmañ
Deiziad ganedigezh1792 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPomfret Kemmañ
Deiziad ar marv1863 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York Kemmañ
Lec'h douaridigezhGreen-Wood Cemetery Kemmañ
TadJonathan Hall Kemmañ
MammBathsheba Mumford Hall Kemmañ
Micherlivour, arzour Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
Bet studier daSamuel King Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMetropolitan Museum of Art, Cincinnati Art Museum, National Gallery of Australia, The New York Historical Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ann Hall (Pomfret, Connecticut, 31 a viz Mae 1792New York, 11 a viz Kerzu 1863) a oa ul livourez hag ur c'harskeudennaouerez stadunanat.

Brudet-bras e voe e deroù an XIXvet kantved dre he garskeudennoù, poltredoù bugaligoù ha gwragez-nevez peurgetket[1].

Ar c'hentañ maouez o vezañ bet dilennet da ezel an National Academy of Design e New York e voe, hag a-drugarez dezhi e voe diorroet en-dro al livañ garskeudennoù war olifant en SUA[1].

D'an 31 a viz Mae 1792 e voe ganet Ann Hall e Pomfret, e Connecticut, c'hwec'hvet bugel diwar unnek ar mezeg Jonathan Hall hag e bried Bathesba Mumford[2].

Abred-tre e tiskouezas he donezon evit an tresañ, ha kennerzhet war an hent-se e voe gant he zud. Kerkent e klaskas mestroniañ meur a deknik, en o zouez didroc'hañ trolinennoù, mezañ tudennoùigoù gant koar, ober taolennoù diwar vokedoù, ha dourlivañ habaskaennoù.

E-kerzh ur chomadenn e ti famih he mamm e Newport, e Rhode Island, e teskas livañ gant eoul war lien hag ober garskeudennoù dourlivet war olifant.

Pa voe war-dro 16 vloaz, e-tro 1808, ec'h eas da New York da studiañ al livouriezh digant Alexander Robertson. P'edo Ann o pleustriñ e studio an arzour e welas un diskouezadeg taolennoù diwar zorn mistri gozh Europa ; taolennoù arall eus ar Bed Kozh a welas e ti he breur Charles Henry, a oa un den a aferioù a veze alies en Europa hag a zastume livadurioù, eoullivadurioù ha garskeudennoù eno[1].

Er blez 1817 e kemeras perzh en un diskouezadeg en American Academy of Fine Arts e New York, ma lakaas garskeudennoù. E-kerzh ar bloavezhioù 1820 e kuitaas Pomfret da vonet da New York, ma vevas e ti he c'hoar Eliza, a oa livourez ivez, en ur veajiñ alies da Voston[1],[3]. Ur meni saloñs e New York e oa ti Eliza Hall hag he fried Henry Ward : a-hed ar bloavezhioù 1820 betek ar 40 he devoe Anne Hall tro da boltrediñ meur a zen pouezus e metoù sevenadurel New York, ha dre-se da gavout skoazell ha prenerion[1].

E 1825, Asher B. Durand, Thomas Cole hag un dornad livourion arall a ziazezas an National Academy od Design (NAD). Tri blez war-lerc'h e voe degemeret Ann Hall da geneilez an NAD, hag e 1833 e voe dilennet a-unvouezh da ezel ; ar vaouez kentañ e voe, an eil o vezañ Eliza Pratt Greatorex (keneilez e 1869, hogen biskoazh ne voe dilennet da ezel). Biskoazh ne voe Ann Hall e poellgor an NAD, met betek 1852 e voe diskouezet he oberennoù eno.

Ur studio he devoa Ann Hall e laez ti he c'hoar, ha kêriz pinvidik a oa he frenerion. Brudet-kenañ e voe ar poltred a reas eus ur sklavez c'hresian anvet Garyfalliá Michálbey (Γαρυφαλλιά Μιχάλβεη, 1817-1830), a oa bet skrapet e 1824 gant Turked e-kerzh Brezel dizalc'husted Gres diouzh an Impalaeriezh otoman ha saveteet e 1827 gant ur Bostoniad he c'hasas gantañ da SUA.

Dizimez e chomas Ann Hall. E ti he c'hoar e varvas d'an 11 a viz Kerzu 1863, oadet a 71 vloaz. E bered Green-Wood e Brooklyn emañ he bez[4].


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Ellet, Elizabeth Fries. Women Artists in All Ages and Countries. London : Richard Bentley, 1859, pp. 272-275. Kavet : 24 Here 23.
  • (en) Larne, Ellen Douglas. Historic gleanings in Windham County, Connecticut. Providence : Preston & Round Co., 1899, pp. 216-219. Kavet : 24 Here 23.
  • (en) McCabe, Lida Rose (28 Mae 1905). Anne Hall, Miniaturist, First American Woman 'N. A.. In : ''The New York Times'. Kavet : 24 Here 23.
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 McCabe, op. cit.
  2. (en) Commemorative Biographical Record of Tolland and Windham Counties, Connecticut.. Chicago : J. H. Beers & Co., 1903, p. 216. Kavet : 24 Here 23.
  3. Larne, op. cit.
  4. (en) (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 24 Here 23.