Mont d’an endalc’had

Andrés Nin

Eus Wikipedia
Andreu Nin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAndreu Nin i Pérez Kemmañ
Anv ganedigezhAndreu Nin i Pérez Kemmañ
Anv-bihanAndreu Kemmañ
Anv-familhNin Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekPérez Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 C'hwe 1892 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEl Vendrell Kemmañ
Deiziad ar marv20 Mez 1937 Kemmañ
Lec'h ar marvMadrid Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvundetermined Kemmañ
BugelMaria Antònia Simó i Andreu Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkatalaneg, esperanteg, rusianeg, spagnoleg Kemmañ
Micherpolitiker, troer, skrivagner, sindikalour, Esperantist Kemmañ
KargMinister of Justice and Law, Secretary General of the Confederación Nacional del Trabajo, general secretary Kemmañ
Lec'h labourBarcelona Kemmañ
Strollad politikelPOUM, Communist Left of Spain, Communist Party of Spain, Partido Socialista Obrero Español, Republican Nationalist Federal Union Kemmañ
Ezel eusConfederación Nacional del Trabajo Kemmañ
Ideologiezh politikelKomunouriezh, Trotskiouriezh Kemmañ

Andres Nin Pérez (4 a viz C'hwevrer 1892 en El Vendrell - muntret d'an 20 a viz Even 1937 en Alcalá de Henares) a oa un dispac'hour spagnol hag unan eus krouerien POUM.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nin a voe ganet en ur familh paour (kere e oa e dad, ha peizantez e vamm). Mont a reas da chom e Barcelona ur pennadig a-raok ar Brezel bed kentañ. Skolaer e voe en ur skol lik e-pad ur frapadig, ha goude-se e stagas gant ar c'helaouiñ hag ar politikerezh.

A-bouez e voe 1917 en e vuhez. Gwall zesachet e voe gant an harz-labour hollek aozet e Spagn, an dispac'h e Rusia hag ar stourmoù etre pennoù embregerezhioù Barcelona hag ar sindikadoù, dreist-holl CNT. Ezel e voe eus PSOE e-pad ur pennadig, a-raok bezañ ezel eus CNT. Kemer a reas perzh en eil kendalc'h CNT e 1919, ha pouezañ a reas evit ma vefe ebarzhet CNT en Trede Etrevroadel. Lakaet e voe da sekretour broadel CNT, e-plas Evalio Boal hag a oa bet drouklazhet.

E 1921 e kemeras perzh en emvod meur kuzh CNT, ha dilennet e voe da gannad CNT evit trede kendalc'h an Trede Etrevroadel hag ivez da gannad e kendalc'h krouiñ an Etrevrodadel Sindikel Ruz. Bras e voe e berzh en daou aozadur-se. Ken abred hag e 1922 e voe dilezet an Trede Etrevroadel gant CNT.

Azalek 1921 edo o chom e Moskov, hag e-pad ur pennad e voe ezel eus skipailh Trotsky. Azalek 1926 e voe ezel eus an tu-kleiz renet gant Trotsky a-enep Stalin e diabarzh strollad komunour URSS. Rankout a reas kuitaat URSS e 1930.

Goude-se e tistroas da Spagn hag a-bouez e voe e berzh evit sevel un aozadur bolchevik ha leninour anvet ICE : Izquierda Communista de España (Tu-kleiz Komunour Spagnol) e miz Mae 1931. Stag ouzh Tu-Enep Etrevroadel an Tu-kleiz e oa, met bihan-tre e oa ivez strollad Nin. D'ar mare-se e savas diemglev etre Nin ha Trotsky, dreist-holl pa ginnigas Trotsky dezhañ kendeuziñ e strollad gant Yaouankizoù Sokialour PSOE, a-benn kaout muioc'h a dud a-du gantañ. A-benn ar fin ez eas an darempredoù etre Trotsky ha Nin da netra, hag eñ a zivizas kendeuziñ e strollad gant BOC (Bloque Obrero y Campesino), kaset gant Joaquín Maurín, a-benn sevel POUM e 1935.

Goude trec'h Talbenn ar bobl spagnol en dilennadegoù ha penn-kentañ Brezel Spagn e teuas Nin da vezañ kuzulier justis e Generalitat Katalonia. Goude ur pennad e voe lemet ar garg-se digantañ abalamour d'ar stalinourien (PCE, PSUC).

War washaat ez eas ar wask war an drotskourien. E miz Mae 1937 e voe emgannoù e Barcelona etre izili CNT ha re POUM a-enep ar stalinourien. Harzet e voe Nin gant ar polis politikel, diwar urzh Stalin. Kaset e voe Nin da València, ha goude-se da Vadrid, ma voe jahinet ha drouklazhet en Alcalá de Henares d'an 20 a viz Even 1937, diwar urzh ar jeneral Orlov, hag a sevenas un diviz bet kemeret gant Stalin, evel ma weler en dielloù eus KGB bet embannet gant José María Zabala en e levr En busca de Andreu Nin[1]. Pa varvas Nin e voe embannet gant ar stalinourien e oa bet dieubet Nin gant e vignoned eus Gestapo hag e oa "e Burgos, pe e Berlin".

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Abel Paz : Barcelone 1936, un adolescent au cœur de la révolution espagnole, La Digitale, 2001
  • Victo Alba : Histoire du POUM, Champ Libre, 1975
  • Andreu Nin : Les mouvements d'émancipation nationale, Syros, 1975

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. da lavaret eo : War glask Andreu Nin