Lyev Trotsky

Eus Wikipedia
Lyev Trotsky

Lyev Trotsky (pe Leon Trotski ; e ruseg: Лев Троцкий), Lyev Davidovitch Bronchteyn e wir anv (e ruseg : Лев Давидович Бронштейн), a oa ganet d'ar 7 a viz Du 1879 en Yanovka (Ukraina) hag a voe lazhet d'an 21 a viz Eost 1940 e Mec'hiko, a oa ur politikour ha dispac'her rus. Gantañ e voe savet an Arme Ruz, ha gantañ ha Lenin e voe kaset en-dro an Dispac'h bolchevik. Enebiñ a reas ouzh Stalin, a gasas Ramón Mercader d'e lazhañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]