Anast

Eus Wikipedia
Anast
Kroaz ar vered (XVIvet kantved)
Kroaz ar vered (XVIvet kantved)
Ardamezioù
Anv gallaouek Maurr
Anv gallek (ofisiel) Maure-de-Bretagne
Bro istorel Bro Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Redon
Kanton Gwizien
Kod kumun 35168
Kod post 35330
Maer
Amzer gefridi
Michel Chiron
2014-2016
Etrekumuniezh Kampoullennoù Breizh-Uhel Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Traoñiennoù ar Gwilen
Lec'hienn web www.mairie-mdb.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 370 ann. (2014)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 53′ 30″ Norzh
1° 59′ 25″ Kornôg
/ 47.8916666667, -1.99027777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 34 m
bihanañ 17 m — brasañ 117 m
Gorread 66,67 km²
Lec'hiañ ar gêr
Anast

Anast (Maure-de-Bretagne e galleg) a oa ur gumun e Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Kanton Anast e oa betek 2015.

Kendeuzet e oa bet gant Kempel d'ar 1 a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez : Traoñ Anast.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erwan Vallerie ː Anast, 832 ; de Maura, 1152 ; More, 1630.

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En gul e greskenn vrizhet

  • Ardamezioù ar familh Maure (siell 1298).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Bertier e anv, pevar c'hure, Esnaud, Martin, Chevrel ha Poirier, ha daou veleg, Roul ha Chevrel[2].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ
  • 175 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,55% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
  • Dieubet e voe Anast d'an 3 a viz Eost 1944 gant ar "Combat Command A" eus ar 4re Rannlu Hobregonet eus tirlu SUA[4].
  • Mervel a reas 23 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz katolik Sant Pêr a zo bet savet gant Arthur Regnault etre 1894 ha 1898.
  • Kroez ar vered (XVIvet kantved) zo ur monumant istorel aboe 1910.
  • Monumant ar re varv[6].

Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anast (d')
Aotrounez al lec'h
En aour e groaz koñchek en sabel heuliet gant teir steredenn ivez en sabel.
Arsac (d'), Erzac (d')
Aotrounez Boisdenatz
En sabel e erez dispak en argant, pigosek hag iziliek en gul.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.16
  3. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. Mémoire de guerre
  5. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  6. [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb