Amzerioù-tremenet adkevrennek
Er yezhadur hag er yezhoniezh e vez lavaret amzerioù-tremenet adkevrennek[1],[2] eus amzerioù yezhadurel en tremened a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud kaset da-benn alies pe aliesoc'h en amzer-dremenet
Un amzer gevrennek an hini eo, savet diwar implij ur verb-skoazell (e brezhoneg: "kaout" pe "bezañ") displeget d'o zro en un doare kevrennek gant sikour ar verb-skoazell "kaout", da skouer:
- Kanet en deus bet
- Bet on bet
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'heller sevel nemet an amzer-dremenet amstrizh hag an amzer-beurdremenet evel-hen e brezhoneg, da skouer[3]:
- Kanet en deus bet ar son-se alies
- Meur a wezh en devoa bet Yann freuzet an neizhiad gwesped-se
Gallout a ra implijout ar stumm boas war un dra, da skouer:
- Ma teue d'ar bugel dont da lavarout komzoù brav d'e vammig, eo en deveze bet torret tra pe dra
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ha ma n'eo ket bet degemeret er yezh unvan, e vez implijet e galleg koulz dre gomz ha dre skrid, met kentoc'h dre gomz en ul live-yezh izel, amzerioù adkevrennek a bep seurt gante un arvez strizh, savet war implij ar verboù-skoazell "avoir" ("kaout") pe "être" (s.o. ar pennad "Amzer-dremenet amstrizh") displeget d'o zro en un doare kevrennek gant sikour ar verb-skoazell "avoir", da skouer:
- J'ai eu fait
- "Graet am eus bet"
- Lorsqu'il a eu fini de déjeuner, il est sorti
- "Mont a reas kuit ur wezh achu e dijuni gantañ"
- J'avais eu été envoyé
- "Kaset e oan bet alies"
Galizeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galizeg ec'h implijer un amzer tost he ster ouzh hini an amzer-dremenet kevrennek e brezhoneg o lakaat ar verb "ter" ("kaout") da dalvezout da verb-skoazell, da skouer:
- Teño feito
- "Graet am eus bet"
Lituaneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez e lituaneg un amzer tost he ster ouzh hini an tremened adkevrennek e brezhoneg, met o pouezañ muioc'h war an arvez boas, ebenet ouzh an arvez pad.
Sevel a reer an amzer-mañ a-drugarez d'an enger -dav- staget etre kelf ar verb hag an dibennoù a dalve da verkañ ar gour, da skouer:
- imti + dav + -au -> imdavau
("kemer a raen gwezhall"/"kemeret am eus bet")
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kergoat, L. & Ar Briz, M. (1989) Geriaoueg Dielfennerezh lennegel / Yezhadur (brezhoneg/galleg - galleg/brezhoneg), embann. Kreizenn ar Geriaouiñ (Diwan Breizh)
- ↑ Kervella, F. (1947, adembann. 1976: 179) Yezhadur bras ar brezhoneg, Brest: Al Liamm
- ↑ Kervella, F., ibid.