Mont d’an endalc’had

Alfonso VII el Emperador

Eus Wikipedia
Ur pennad Alfonso VII zo ivez.
Alfonso VII el Emperador

Alfonso VII (1105-1157), lesanvet el Emperador (an Impalaer) a oa roue León ha roue Kastilha.

Ganet e oa e Caldas de Reis, e proviñs Pontevedra, d'ar 1añ a viz Meurzh 1105. Mab e oa d'ar rouanez Urraca Iañ León ha d'ar c'hont Raimundo de Borgoña. Eñ an hini a voe kentañ roue Leon eus Tiegezh Borgoña (a echuas gant marv Pedro Iañ Kastilha.

Adkemer a reas mennad kozh Alfonso III hag Alfonso VI, ma voe kurunennet d'ar 26 a viz Mae 1135 Imperator totius Hispaniae (Impalaer Spagn) en iliz-veur León.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1128, e kastell Saldaña, gant Berenguela Barcelona, merc'h da Ramón Berenguer III, kont Barcelona, ha bugale o doe

E 1151 ec'h addimezas da Riquilda Pologn merc'h d'an dug Ladislao II an Dizouar. Daou vugel o doe:

Gant e serc'h Gontrodo Pérez en doe ur verc'h :

Gant e bried-kleiz Urraca Fernández de Castro, merc'h da Fernando García de Hita ha da Estefanía Ermengol, intañvez ar c'hont Rodrigo Martínez, en doe ur verc'h:


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.