Mont d’an endalc’had

Gontrodo Pérez

Eus Wikipedia

Gontrodo Pérez (war-dro 1105 - 1186), pe Gontrodo Petri hervez an dihelloù, a oa mamm da Urraca la Asturiana, rouanez Pamplona.

Merc'h e oa d'an aotrou Pedro Díaz de Valle, ha d'e bried María Ordóñez. He zud-kozh a-berzh tad e oa Diego Gutiérrez ha Gotina Pérez, he zud-kozh a-berzh mamm e oa Ordoño Álvarez, alférez real ha diskennad eus an infant Ordoño Ramírez el Ciego (an dall), ha Gontrodo Sol Rodríguez. He zad, hervez ar gelennerez Margarita Torres Sevilla-Quiñones de León, a oa aotrou Torres de León hag ar Valle de Mansilla.


Dimeziñ a reas da Gutierre Sebastiániz, a oa «potestas» pe «teniente» (aotrou) Aguilar, kreñvlec'h nepell diouzh Oviedo, meneget e anv en 1137 en dihelloù Manati San Salvador (Celorio). Tri bugel o doe:

  • Sebastián Gutiérrez
  • Diego Gutiérrez
  • Aldonza Gutiérrez

Un darempred tomm a voe etre Gontrodo hag ar roue Alfonso VII, pa deuas da vougañ emsavadeg ar c'hont Gonzalo Peláez, hag ur verc'h o doe, Urraca, a zimezas d'ar roue García Ramírez, roue Pamplona.