Albert Evans-Jones

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bez Cynan, en Ynys Dysilio.

Albert Evans-Jones (14 a viz Ebrel 1895 - 26 a viz Genver 1970) a oa ur barzh kembraek brudet, anavezet dreist-holl gant e anv-barzh Cynan.

Genidik e oa eus Pwllheli ha studioù a reas e skol-veur Bangor.[1] E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe war an talbenn e Saloniki hag e Bro-C'hall, evel klañvgarrour da gentañ hag evel pastor da c'houde. Levezonet-don e voe gant ar prantad-se eus e vuhez, ken ez eus bet tud, burutellerien lennegezh anezho, o lavaret e voe Cynan ar c'hentañ "barzh brezel" eus ar Brezel-bed Kentañ, kentoc'h eget Hedd Wyn, rak lazhet e voe Hedd Wyn a-raok kaout amzer da gontañ ar brezel en doa bevet.[2]

Goude ar brezel ez eas da skolaj Y Bala, da vont da bastor evit Iliz Presbiterian Kembre. Beleget e voe e 1920 ha pastor e voe e Penmaenmawr betek 1931. Neuze e kuitaas e garg hag anvet e voe e skol-veur Bangor da gelenn lennegezh kembraek.

Meur a wech e c'hounezas Cynan prizioù e kenstrivadegoù an Eisteddfod Vroadel. Mont a reas ar Gurunenn gantañ en Eisteddfod Caernarfon e 1921, gant e varzhoneg Mab y Bwthyn (mab ar pennti), ma kont e amzer war an talbenn. En Eisteddfor Yr Wyddgrug e 1923 e c'hounezas ar Gurunenn, gant ar varzhoneg Yr Ynys Unig (an enezenn hec'h-unan). Hag e 1931, en Eisteddfod Bangor, e voe kurunennet adarre, gant Y Dyrfa (an engroez). Ouzhpenn se e c'hounezas Kador an Eisteddfod e 1924, gant ar varzhoneg I'r Duw nid adwaenir (d'an Doue dianav).

Ouzhpenn bezañ ur barzh a bouez, Cynan a skrivas pezhioù-c'hoari ivez : Hywel Harris a dalvezas dezhañ da c'hounit ar priz kentañ evit ar pezhioù-c'hoari en Eisteddfod Vroadel e 1931. Ha treiñ a reas pezhioù-c'hoari diwar ar saozneg ivez. E 1931 e voe anvet da "lenner ar pezhioù-c'hoari" evit kontrollerezh ar gouarnamant ha derc'hel a reas ar garg-se betek 1968, ar bloavezh ma voe paouezet gant ar c'hontrollerezh lennegel e Breizh-Veur. Brud en doa da vezañ ur c'hontroller "frontal", hag a leze pezhioù da vezañ c'hoariet, ha pa vefe bet tud o kavout abeg enno, evel da skouer ar pezh Cwm Glo gant James Kitchener Davies, hag a c'hounezas ur priz en Eisteddfod 1934.

Brudet eo Cynan ivez dre ma voe Arc'hdrouiz Goursez Kembre, dre ziv wech, etre 1950 ha 1954 hag etre 1963 ha 1966. Gantañ e voe modernaet an Eisteddfod Vroadel. Disklêriañ a reas n'en doa Goursez Kembre hon amzer netra da welet gant drouized kozh Enez Vreizh, rak savet e oa bet penn-da-benn gant Iolo Morganwg en XIXvet kantved.

Mervel a reas Cynan d'ar 26 a viz Genver 1970 ha douaret e voe e bered iliz Ynys Dysilio, e-kichen Enez Von.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Y Bywgraffiadur ar-lein
  2. Gwaedd y Bechgyn, gant Alan Llwyd & Elwyn Edwards, Cyhoeddiadau Barddas, 1989