Al-Nahda
Al-Nahda pe an-Nahda (النهضة, "adsav", "adc’hanedigezh" en arabeg) a oa un emsav sevenadurel er bed arab e dibenn an XIXvet hag e deroù an XXvet kantved, a voe kreizennet da gentañ e Liban hag en Ejipt dreist-holl.
Bez’ e voe Al-Nahda unan eus an emsavioù pouezusañ evit buhez speredel an Arabed d’ar mare-se, dreist-holl evit Arabed ar Reter Nesañ. Efedoù bras en doe war al lennegezh, ar politikerezh, ar sevenadur hag ar relijion. Gallout a reer keñveriañ an emsav-se hag ar mare-se, evit an Arabed, ouzh Mare ar Sklêrijenn en Europa en XVIIIvet kantved : mare ar modernaat hag an diorren war an tachennoù speredel, a zegasas emdroadurioù politikel diwezhatoc’h.
Bez’ e voe ivez un elfenn a bouez da zihuniñ ar vroadelouriezh arab ha da lakaat ar broioù arab da adsevel o c’hein a-dal d’ar stadoù bras eus Europa (Bro-C’hall ha Breizh-Veur dreist-holl). Ar mennozhioù modern deuet eus Europa o devoe levezon war ganedigezh Al-Nahda, mes war un dro e kave da lod e oa ret sevel a-enep al levezon estren-se, dre greñvaat an hengounioù arab hag islamek ha kreñvaat ivez an unaniezh sevenadurel etre an Arabed. E-touez an traoù a lakaat dont an emsav nevez-se e ranker menegiñ aloubadeg Ejipt gant Napoleon e 1798, hag ar strivoù graet goude-se gant pennoù bras evel Muhammad Ali, a gasas da Europa kannaded (evel Rifa'a al-Tahtawi) da zeskiñ digant Europiz penaos modernaat e vro. Un dra all a levezonas ar broioù-se da vodernaat e voe an adreizhadurioù (tanzimat) degaset gant an Impalaeriezh Otoman en he doare da ren war an holl vroioù arab, a-raok ar Brezel-bed kentañ. Sevel a reas ur renkad lenneien e-touez an dud desket ha buan e c’hoantajont ar frankiz evit an Arabed.
Kaero e oa "kreizenn" an emsav, hag Ejiptiz e voe kalz eus e luskerien. Mes dre ar skridoù arabek en em lede ar mennozhioù-se er broioù all ha Beirout pe Damask a voe kreizennoù a bouez ivez.