Mont d’an endalc’had

Aktaion

Eus Wikipedia
Marv Aktaion, gant Tizian, 1562
Aktaion oc'h en em gavout gant Diana o kouronkañ, Tizian, 1556-59, evit roue Spagn Fulup II (National Gallery of Scotland).
Diana hag Aktaion, gant Giuseppe Cesari, 1603-1606

Aktaion (Ἀκταίων Aktaiôn, e henc'hresianeg, distaget Akteon e gresianeg a-vremañ), latinekaet en Actaeon, a oa un hemolc'her brudet eus Thebai. Mab e oa da Aristaios ha da Aotonoe (pe da g-Kadmos hervez Ovidius). Savet e vije bet gant an den-marc'h C'heiron, a zeskas dezhañ hemolc'hiñ.

Aktaion troet e karv gant Giuseppe Cesari.
Diana o tonet a gouronkañ, gant Boucher (1742)

Un deiz ma oa o chaseal er menez Kithairon e tegouezhas gant an doueez Artemis (pe Diana gant ar Romaned) a-greiz ma oa-hi o kouronkañ en he noazh. Ken bamet e oa ar paotr dirak he c'hened ma chomas da sellout. Droug a savas neuze en doueez kement ha ken bihan ma voe troet an den e karv ganti ha drailhet ha debret e voe gant e chas. Hervez Diodoros Sikilia hag Euripides n'eo ket abalamour da se e savas droug enni, met abalamour m'en devoa fougeet en he neved e oa gwelloc'h hemolc'her eget an doueez.


Awenet eo bet al livourien-mañ gant ar vojenn: