Aotonoe (merc'h Kadmos)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Aotonoe zo ivez.

Aotonoe (Ἀυτονόη, Aútonóê e gregach) a oa merc'h da gKadmos, roue Thebai, ha d'an doueez Harmonia, e mojennoù Hellaz kozh. C'hoar e oa da Ino, Polydoros, Agaue ha Semele.

Pried e oa da Aristaios ha mamm da Aktaion ha marteze ivez da v-Makris[1].

Lazhadenn he mab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mab Aktaion an hini a voe debret gant e gon, evel kastiz war-lerc'h bout arvestet ouzh Artemis en he noazh.

Gant ar glac'har ez eas ar paourkaezh mamm eus Thebai da Ereneia, ur gêriadenn annezet gant Megarianed, hag eno e varvas[2].

Hag ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Merc'hed all zo bet anvet Autonoe
  • Ul loar da Yaou zo bet anvet evel-se ivez: gwelet Autonoe.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Apollodoros, Bibliotheke 3.4.2
  2. Pausanias, Deskrivadur Hellaz 1.44.5