Mont d’an endalc’had

Aifric

Eus Wikipedia
Aifric
stirad skinwel
Krouet gantTadhg Mac Dhonnagáin, Paul Mercier Kemmañ
Skigner orinTG4 Kemmañ
Bro orinIwerzhon Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelkatalaneg, iwerzhoneg Kemmañ
Deiziad kregiñ2 Du 2006 Kemmañ
Deiziad echuiñ25 Du 2008 Kemmañ
KomedianetaClíona Ní Chíosain Kemmañ

Aifric ([ˈafʲ.ɾʲɪc]) zo ur stirad skinwel iwerzhonek evit ar grennarded. Kenbroduet ha skrivet eo bet gant Tadhg Mac Dhonnagáin ha kensevenet ha renet gant Paul Mercier. Meur a briz zo bet tapet gant ar stirad, evel gant an IFTA en doa enoret anezhañ gant ur priz evit ar "Best Children's/Youth Program".

Kroget e oa ar skignañ d'an 31 a viz Here 2006, devezh dekvet deiz-ha-bloaz TG4. Aifric , skignet war TG4 gant berzh, zo bet skignet ivez war ar chadenn BBC Alba, gant istitloù e gouezeleg Bro-Skos. Skignet eo bet ivez war an HBO Latin America istitlet en portugaleg ha spagnoleg ar wech-mañ.

Advouezhiet eo bet ar stirad skinwel e brezhoneg gant Dizale[1]. Ha skignet eo bet gant Brezhoweb[2] ha gant ar chadennoù lec'hel TVR, Tébésud ha Tébéo.[3]

Ar stirad skinwel a ro tro da heuliañ buhez Aifric he deus heuliet he familh iskis eus Dulenn etrezek ur gêr nevez e kornôg Iwerzhon. Ar grennardez 14 vloaz he deus c'hoant da loc'hañ buan gant ur vuhez nevez, siwazh eviti ne vo ket sikouret gant he familh evit tizhout ar pal-se. Ar vamm zo un hippy new-age enebet a-grenn ouzh ar skinwel. An tad en deus c'hoant da zont da vezañ ur rock star. Breur bihan Aifric zo kazus da vat ganti.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]