Ahmed Qourei

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Politikerezh - Porched ar politikerezh

Aotrouniezh Vroadel Palestina

Flag of Palestine.svg
Ur pennad eus an heuliad:
Politikerezh ha gouarnamant
Aotrouniezh Vroadel Palestina

eo ar pennad-mañ

Prezidant: Mahmoud Abbas
Kentañ Ministr: Ismail Haniyah
Kuzul Kannaded Palestina
ADP
Roll strolladoù politikel
Dilennadegoù:
Prezidant: 1996 2005
Kannaded: 1996 2006
Emglevioù Oslo
Intifada Al-Aqsa
Stad Palestina

embann

Ganet e oa bet Ahmed Ali Muhammad Qourei (pe Qureia; أحمد علي محمد قريع, anvet ivez Abou Alaa أبو علاء diouzh e anv brezel) e 1937 e Abu Dis. Dre ziv wech eo bet kentañ ministr Palestina; da gentañ dindan prezidantelezh Yasir Arafat etre Here 2003 hag an 11 Du 2004 evit kempouezañ roll Mahmoud Abbas ha, da c'houde, gant hemañ diwezhañ etre ar 15 Genver 2005 hag an 19 C'hwevrer 2006. E karg eo bet ivez eus ar surentez e diabarzh Aotrouniezh Vroadel Palestina

Buhez hag oberiantiz politikel[kemmañ]

Ahmed Qourei ha Colin Powell e 2004.

Ganet eo bet e Abu Dis (e-kichen Jeruzalem) d'ar 26 Meurzh 1937 en ur familh un tamm en hec'h aez. E 1968 ez a er Fatah, anezhañ brasañ luskad politikel ha milourel a ya d'ober Aozadur Dieubiñ Palestina (ADP). Bankour eus e vicher, kemer a ra penn skourr ar postadurioù estren an ADP ma vo rener anezhañ e-pad ar bloavezhioù 1970 ha pennrener skourr armerzhel ar strollad. Dre e labour e teuio an ADP da vezañ unan eus implijerien vrasañ Liban. Skarzhet an ADP eus Liban, mont a ra da Dunis da-heul Yasir Arafat e 1982. Dilennet eo e Kengor Kreiz ar Fatah e miz Eost 1989 Kemer a ra perzh en abadennoù kevraouiñ Emglevioù Oslo evel ezel eus ar C'hengor Kreiz. Meur a garg zo bet fiziet ennañ e kabinedoù kentañ Aotrouniezh Palestina en o zouez hini Ministr an Armerzh hag ar C'henwerzh hag hini Ministr an Industriezh. E karg e vo ivez eus ur steuñv diorren evit an tiriadoù palestinat sujet da Bank ar bed e 1993. Gantañ eo bet krouet e 1993 ivez Kuzul Armerzhel Palestina evit an diorren hag an adsavaduriñ (KAPDA) a-benn rastellat skoaziadoù etrebroadel. Nebeut goude eo dilennet e Kuzul Kannaded Palestina.

Kentañ Ministr[kemmañ]

E-kerzh e respet kentañ e kemer lec'h Mahmoud Abbas bet roet e zilez gantañ e-pad prezidantelezh Yasir Arafat.

E-kerzh prezidantelezh Mahmoud Abbas en deus bet savet Qourei ur c'habined nevez d'ar 24 C'hwevrer 2005, goude cheñchamantoù niverus bet goulennoù groñs gant renerien ar Fatah.

An deiz war-lerc'h dilennadeg Kannaded ar 26 Genver 2006 e tisklêr : "Ret eo doujañ da choaz ar bobl. D'ar strollad bet ar muianiver gantañ da stummañ ur gouarnamant nevez"; reiñ a ra e zilez eus e bost ha kemenn a ra trec'h al luskad islamek Hamas er votadeg.

Erlec'hiet eo bet gant Ismail Haniya eus an Hamas.