Abdelhamid Abaaoud

Eus Wikipedia
Abdelhamid Abaaoud
Deiziad ganedigezh 8 a viz Ebrel 1987
Lec'h ganedigezh Anderlecht Banniel Belgia Belgia
Aet da anaon 18 a viz Du 2015 e Saint-Denis Bro-C'hall Bro-C'hall
Broadelezh Banniel Belgia Belgia Maroko Maroko
Micherioù Laer

Sponter

Skourr Islam sunnit

Flag of the Islamic State of Iraq and the Levant2.svg Stad Islamek

Abdelhamid Abaaoud (arabeg: ‏عبد الحميد أبا عود‎, ‎ʿAbd al-Ḥamīd Abā ʿAwd), ganet d'an 8 a viz Ebrel 1987 en Anderlecht (Belgia) hag aet da anaon d'an 18 a viz Du 2015 e Saint-Denis (Bro C'hall)[1], a oa ur sponter belgiat, a orin marokan[2].

Lesanvioù en doa ivez, evel Abou Omar Soussi (brezhoneg: "Abou Omar eus Souss") diwar lec'h orin e familh, pe c'hoazh Abou Omar al-Baljīkī (brezhoneg: "Abou Omar ar Belgian").

Anezhañ penn kreiz ar Stad Islamek, liammet e voe gant an holl walldaolioù pe argeziadoù gwalldaol a orin eus ar Stad Islamek e Bro-C'hall.

Marvet eo e-kerzh tagadenn e lec'h-repuiñ e Saint-Denis gant ar RAID

Familh hag orinoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab henañ ur familh 6 bugel enni e oa Abdelhamid Abaaoud. An tad Omar Abbaoud a zo erruet gant e zad eus Maroko e 1975 e Belgia. An tad en doa resevet ur stal gwerzhañ dilhad hag en devoa prenet unan d'e va henañ Abdelhamid.

Ganet e Anderlecht, Abdelhamid Abaaoud en doa an div vroadelezh : belgiat ha marokat.

Pa oa bugel e voe o vevañ e Molenbeek-Saint-Jean, ul lec'h pennañ d'an islamouriezh e Belgia.

Kamarad bugaleaj e oa gant Salah Abdeslam.

Islamouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Younes Abaaoud en deus heuliet e vreur Abdelhamid er bloavezh 2014 etrezek hent an islamouriezh betek terc'hout gantañ war zu ar Stad Islamek e Siria. D'an oad a 15 vloaz ar vreur Younes a zo bet lesanvet an djihadour yaouankañ, ezel e oa deuet da vezañ eus ar rann-stourm "Leoned yaouank ar c'halifat"[3].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]