A Muvra

Eus Wikipedia
Ur skouerenn eus ar gazetenn A Muvra

A Muvra a oa ur gazetenn vroadelour eus Korsika er bloavezhioù 1920 ha 1930.

Ar gazetenn, skrivet e korseg hag en italianeg, a voe savet e Pariz, gant daou vreur, Petru Rocca ha Matteu Rocca, a oa bet soudarded o-daou er Brezel-bed kentañ. Embannet e voe an niverenn gentañ d'ar 15 a viz Mae 1920. Buan goude e voe lakaet sez ar gazetenn en Aiacciu.

Ur gazetenn bolitikel e oa, daoust ma veze embannet danvez lennegel enni ivez. Mouezh ar Partitu Corsu d'Azzione e voe etre 1922 ha 1927, ha hini ar Partitu Corsu Autonomistu etre 1927 ha 1939. En deroù e c'houlenne emrenerezh Korsika, goude se e save a-du gant an dizalc'hiezh hag en dibenn, a-raok an Eil Brezel-bed, e c'houlenne stagañ Korsika ouzh Italia. E 1939 e voe serret ar gazetenn gant ar pennadurezhioù gall ha goude ar brezel e voe kondaonet ar rener hag ar c'hrouer anezhi, Petru Rocca, da 15 vloaz toull-bac'h, pa damalled dezhañ bezañ kenlabouret gant Italia faskour.

Kalz skrivagnerien gorsek eus ar mare etre an daou vrezel a embannas skridoù e-barzh A Muvra : Dumenicu Carollti, Maistrale, Sebastianu Dalzeto, Hyacinthe Yvia-Croce, Anton Francescu Filippini...

E 1921 e veze embannet 500 skouerenn eus ar gazetenn, e 1923 1800, hag e 1927 2500. Kalz anezho a veze gwerzhet e diavaez Korsika, e-touez Korsiz divroet e Marsilha pe e Pariz.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]