Sebastianu Dalzeto

Eus Wikipedia

Sebastianu Dalzeto eo anv-pluenn Sebastianu Nicolai (Bastia, 1875 - Ville-di-Petrabugnu, 1963), ur skrivagner eus Korsika, e korseg hag e galleg.

Goude bezañ bet en arme c'hall hag o labourat e melestradurezh an trevadennoù gall e tistroas da Gorsika. E Bastia e labouras evel kazetenner. Kenlabourat a reas gant L'Annu Corsu, A Muvra, U Muntese... Bez' e voe unan eus ar re a savas ar gazetenn gomunour Corse Rouge. Sevel a reas barzhonegoù ha romantoù e galleg, awenet gant Korsika, ha gantañ e voe savet ar romant kentañ e korseg, Pesciu Anguilla, e 1930.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e galleg
  • Les Virulentes, barzhonegoù, 1917
  • Poèmes d'Amour et de Révolte, 1919
  • La Terre délivrée, romant, 1920
  • Notre maquis, romant, 1922
  • Soprana, Héros corse, romant, 1923
  • La Canonica, roman cyrnéen de l'ère des martyrs, 1924
  • Ponte Novo, romant, 1926
  • Gallone ou l'Honneur corse, romant, 1928
  • Mystiques et Profanes, 1950
e korseg
  • Pesciu Anguilla, romant, 1930
  • A Sposata, 1933
  • Filidatu e Filimonda, 1963

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]