Mont d’an endalc’had

Hyacinthe Yvia-Croce

Eus Wikipedia

Hyacinthe Yvia-Croce pe Hyacinthe Yvia Croce eo anv-pluenn Jean-Pierre Croce (Muru, 1893 - Aiacciu, 1981) a oa skrivagner, istorour ha kazetenner korsat.

Soudard e voe en arme Bro-C'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Goude ar brezel e kenlabouras gant ar gelaouenn gorsek A Muvra. Evel Petru Rocca, saver ar gelaouenn-se, e voe ezel eus ar strollad emrener Partitu Corsu d'Azzione adalek 1922. Pennskrivagner ar gazetenn La Nouvelle Corse e voe (1931-1935) ha labourat a reas evit ar pemdezieg La Dépêche Corse (1935-1943).

Tamallet e voe dezhañ, e fin an Eil Brezel-bed, bezañ bet "kenlabouret" gant an alouberien italian. Barnet e voe ha kondaonet da 5 bloavezh toull-bac'h, e 1946.

Meur a levr en deus skrivet, e galleg, diwar-benn Korsika hag ar c'horseg, hag en o zouez un antologiezh vras eus al lennegezh korsek.

  • Rimes de guerre (1915)
  • Anthologie des Ecrivains corses (1919, 1929, 1931 ha 1987)
  • Panorama de la presse corse (1762-1852) (1966)
  • Grammaire corse (1972)
  • Vingt années de Corsisme, 1920-1939 (1979)
  • Quarante ans de gloire et de misère. La Révolution corse (1729-1769) (1996)