Mont d’an endalc’had

ASM Clermont Auvergne

Eus Wikipedia

An Association sportive montferrandaise Clermont Auvergne a zo ur c'hleub rugbi gall krouet e 1911 e Clermont-Ferrand (Puy-de-Dôme) dindan an anv Association sportive Michelin da c'houde Association Sportive Montferrandaise. C'hoari a ra ar skipailh er stad Marcel Michelin, ar bloaz-mañ e Top 14 hag ivez e Kib Europa.

Ar c'hlub a zo bet gourfennad ar c'hampionad Frañs dek gwech a-raok dont a-benn da c'hounit Skoed Brennus evit ar wech kentañ, e 2010. Aet eo ar maout ivez gant Montferrand div wech e Challenge Cup, ar gib vihan Europa.

Roll loreidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frañs

  • Kampionad Frañs: 2010; gourfennad 1936, 1937, 1970, 1978, 1994, 1999, 2001, 2007, 2008, 2009
  • Deadenn Yves du Manoir: 1938, 1976, 1986; gourfennad 1935, 1957, 1972, 1979, 1985, 1994
  • Kib Frañs / ar C'hevre: 2001; gourfennad 1945, 1947

Europa

  • Heineken Cup: kardgourfennad 2000, 2002, 2010
  • European Challenge Cup: 1999, 2007; gourfennad 2004


Skipailh 2010-11

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
C'hoarier Post Ganedigezh Broadelezh Dibaboù Donegigezh
Raphaël Chaume Renk gentañ 24/04/1989 Frañs Frañs - -
Agustin Creevy Renk gentañ 15/03/1985 Banniel Arc'hantina Arc'hantina 7 2010
Vincent Debaty Renk gentañ 02/10/1981 Frañs Frañs 1 2008
Thomas Domingo Renk gentañ 20/08/1985 Frañs Frañs 13 2004
Lionel Faure Renk gentañ 26/11/1977 Frañs Frañs 8 2009
Mario Ledesma Renk gentañ 17/02/1973 Banniel Arc'hantina Arc'hantina 78 2005
Ti'i Paulo Renk gentañ 13/01/1983 Samoa 2 2010
Clément Ric Renk gentañ 18/07/1988 Frañs Frañs - -
Martín Scelzo Renk gentañ 05/02/1976 Banniel Arc'hantina Arc'hantina 53 2004
Willie Wepener Renk gentañ 02/04/1981 Banniel Suafrika Suafrika - 2009
Davit Zirakashvili Renk gentañ 20/09/1983 Banniel Jorjia Jorjia 24 2004
Jamie Cudmore Eil renk 06/09/1978 Kanada 19 2005
Julien Pierre Eil renk 31/07/1981 Frañs Frañs 12 2008
Thibaut Privat Eil renk 06/02/1979 Frañs Frañs 10 2003
Alexandre Audebert Trede renk 04/08/1977 Frañs Frañs 2 1999
Julien Bardy Trede renk 03/04/1985 Portugal Portugal 5 -
Julien Bonnaire Trede renk 20/09/1978 Frañs Frañs 56 2007
Loïc Jacquet Trede renk 31/03/1985 Frañs Frañs 4 -
Alexandre Lapandry Trede renk 13/04/1989 Frañs Frañs 5 -
Sione Lauaki Trede renk 22/06/1981 Zeland-Nevez 17 2010
Elvis Vermeulen Trede renk 05/04/1979 Frañs Frañs 10 2001
Jason White Trede renk 17/04/1978 Banniel Bro-Skos Bro-Skos 77 2009
Morgan Parra Niverenn 9 15/11/1988 Frañs Frañs 22 2009
Ludovic Radosavljevic Niverenn 9 17/08/1989 Frañs Frañs - 2008
Kevin Senio Niverenn 9 07/06/1978 Zeland-Nevez 1 2009
Brock James Niverenn 10 22/10/1981 Banniel Aostralia Aostralia - 2006
Tasesa Lavea Niverenn 10 10/10/1980 Zeland-Nevez 3 2009
Benoît Baby Kreiz 07/09/1983 Frañs Frañs 9 2007
Gonzalo Canale Kreiz 11/11/1982  Italia 61 2005
Marius Joubert Kreiz 10/07/1979 Banniel Suafrika Suafrika 30 2007
George Pisi Kreiz 29/06/1986 Samoa 3 2011
Gavin Williams Kreiz 26/10/1979 Samoa 16 2009
Wesley Fofana Askeller 20/01/1988 Frañs Frañs - -
Julien Malzieu Askeller 04/05/1983 Frañs Frañs 16 -
Kini Murimurivalu Askeller 15/05/1989 Fidji -
Aurélien Rougerie Askeller 26/09/1980 Frañs Frañs 59 -
Jean-Marcellin Buttin Adreger 16/12/1991 Frañs Frañs - -
Anthony Floch Adreger 12/03/1983 Frañs Frañs 3 -
Brent Russell Adreger 05/03/1980 Banniel Suafrika Suafrika 23 2008


Prezidant

Alierien

  • Jean-Marc Lhermet

Gourdonerien

  • Vern Cotter
  • Franck Azéma

Stad Marcel-Michelin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marcel-Michelin eo anv ar stad el lec'h ma c'hoari skipailh ASM Clermont Auvergne abaoe 1911.

Anvet eo bet Marcel-Michelin a-benn enoriñ krouer ha prezidant kentañ ar c'hlub, Marcel Michelin, a oa ivez mab André ha niz Édouard a zo bet krouet an embregerezh Michelin ganto. Aet eo ar stad war vrasaat e-kerzh ar bloavezhioù 2000: hiziv an deiz ez eus tu da zegemer 16 800 a arvesterien er "Michelin" (rekord tizhet gant 16 804 arvester d'an 2 a viz Ebrel evit ar c'hrogad Top 14 ASM - BO). A-raok mont war an dachenn o tont eus ar gwiskva e c'hall ar c'hoarierien gwelout ur banell skrivet warni an niver a grogadoù bezañ bet gounezet gant ar re velen du-hont abaoe ma c'hoari ar skipailh el live uhelañ (e 1925): muioc'h eget 1000 abaoe ar c'hrogad a-enep Arix Viadana d'ar 16 a viz Kerzu 2006. Degemeret ez eus bet krogadoù skipailh rugbi Frañs div wech e Marcel-Michelin: e 1977 a-enep Romania hag e 1983 a-enep Aostralia. E 2006 e voe gounezet gourfenn Kib rugbi ar bed -21 bloaz gant skipailh Frañs er Michelin (gant ar Clermontiz Thomas Domingo ha Loïc Jacquet en o zouez).

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]