Davit Zirakashvili

Eus Wikipedia

Davit Zirakashvili a zo ur rugbier jorjian ganet e Rustavi d'an 20 a viz Gwengolo 1983. Er renk kentañ e c'hoari war an dachenn. Kroget en deus rugbi e 1999 ha goude tri bloaz nemetken eo erruet en Ardecha evit c'hoari gant skipailh Aubenas a oa en trede rummad. Diskouezet en deus buan-tre e oa ur c'hoarier galloudek-tre ha fizikel, perzhioù a vefe merk skol jorjian ar renk kentañ. E 2005 en deus dibabet Clermont da gaout fiziañs e "Dato" evit erlec'hiañ an Arc'hantinad Scelzo a oa gloazet evit fin ar bloaz. Daoust live uheloc'h an Top 14 en deus kemeret plas buan-tre a-zehoù d'ar veskadeg clermontat pelec'h eo brudet evit bezañ start. Gant ASM en deus c'hoariet muioc'h eget 130 krogad, endalc'het gourfenn ar c'hampionad e 2007, 2008 ha 2009.

C'hoariet en deus dek gwech evit skipailh Jorjia abaoe e zibab kentañ e 2004. Er skipailh jorjian evit Kib ar Bed e oa e 2007.


Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2002-2004. RC Aubenas
  • 2004-2011. ASM Clermont Auvergne

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • European Challenge Cup 2007
  • gourfennad Kampionad Frañs 2007, 2008 ha 2009