Aurélien Rougerie

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aurélien Rougerie 01.jpg

Aurélien Rougerie a zo ur rugbier gall, ganet e Beaumont (Puy-de-Dôme) d'ar 26 a viz Gwengolo 1980. C'hoarier askeller pe kreiz eo war an dachenn gant skipailh ASM Clermont Auvergne. Stummet eo bet gantañ hag e grogad kentañ evel rugbier a-vicher en deus c'hoariet dindan ar roched melen ha glas e 2000 pa oa naontek vloaz. Kabiten eo abaoe 2006. Daoust dezhañ bezañ c'hoariet muioc'h a 150 krogad ha bezañ lakaet tost da 90 esa evit Clermont e rankas Rougerie gortoz e bemvet gourfenn a-benn gounit Kampionad rugbi Frañs (2001; 2007; 2008; 2009 ha 2010). Ar wech kentañ da ASM sevel Skoed Brennus e oa. Gounezet en deus ivez kib vihan Europa e 2007, ar Challenge Cup.

Dibabet eo bet 56 gwech da vont da c'hoari evit skipailh rugbi Frañs abaoe e zibab kentañ enep Italia e 2001. Tournamant ar 6 broad en deus gounezet peder gwech ha c'hoariet en deus Kib ar Bed e 2003 ha 2007. Laket en deus 21 esa dindan ar roched glas betek bremañ.


Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ASM Clermont Auvergne (2000-2011)

  • Kampionad Frañs 2010
  • gourfennad Kampionad Frañs 2001, 2007, 2008 ha 2009
  • European Challenge Cup 2007
  • gourfennad European Challenge Cup 2004
  • Deadenn Yves du Manoir 2001


Skipailh rugbi Frañs (2001-2011)

  • Tournamant ar 6 broad 2002, 2004, 2006 ha 2010