Julien Malzieu

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Julien Malzieu

Julien Malzieu a zo ur rugbier gall ganet er Puy-en-Velay (Haute-Loire) d'ar 4 a viz Mae 1983. Askeller kleiz eo war an dachenn gant ASM Clermont Auvergne. Eilc'hoarier e oa gant ASM betek 2006 pa oa disoc'hoù ar skipailh war wellaat. Manket en deus an div c'hourfenn diwezhañ Kampionad Frañs: n'eo ket bet dibabet e 2008 ha gloazet e oa e 2009.

Daoust ma c'hoari Malzieu Tournamant ar 6 broad abaoe tri bloaz en deus c'hoariet gant skipailh rugbi VII Frañs da gentañ. Div Gib ar Bed en deus graet dija gantañ e 2005 ha 2009. C'hoarier gwellañ eo bet anvet e 2005 goude an trec'h gall e Tournamant Pariz: e istor ar rugbi VII e oa ar wech kentañ a zeue ar maout gant ur skipailh hag ur c'hoarier gall.


Klub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2002-2011. ASM Clermont Auvergne


Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • European Challenge Cup 2007
  • gourfennad Kampionad Frañs 2007
  • Tournamant Paris Sevens 2005
  • anvet C'hoarier gwellañ Tournamant Paris Sevens 2005